Ar skrid ez it da lenn a zo bet savet diwar istor mil anavezet Tristan hag Izold. A-nevez adsavet ez eo bet e brezhoneg diwar meur a skrid kozh e

Ar skrid ez it da lenn a zo bet savet diwar istor mil anavezet Tristan hag Izold. A-nevez adsavet ez eo bet e brezhoneg diwar meur a skrid kozh e galleg-krenn, hag, en o mesk, diwar hini Beroul dreist-holl. N'eo ket tamm ebet un droidigezh rik pe « ger-ha-ger » anezhi ha kement‑se abalamour d'an doare ma'z eo bet savet ar gwerzennoù a ya d'en ober. Koulskoude n'eo ket ur varzhoneg ez it da lenn nag ur romant muioc'h. An hini en deus e skrivet na gustum ket kennebeut da sellet outañ evel ouzh ur barzh pe ur skrivagner. E gwirionez ma rankfe bezañ lakaet en ur rummad bennak ez eo kentoc'h e-barzh hini ar varvailherien pe an dezrevellerien e karfe bezañ. Rak lavaret istorioù a blij dezhañ hag ez eo troioù-kaer marvailhus en deus klasket kontañ deoc'h en ur skrivañ e « Lae Izold ».

Met da gentañ, perak « ul Lae » ? Al Laeoù, er Grennamzer, a oa heñvel un tammig ouzh ar Gwerzioù a-vremañ. Kanet e vezent ha savet e vezent, evel ma lavare Marie de France e Lae Guigemar, diwar « Les contes ke jo sai verrais, dunt les Bretun unt fait les lais ». Gant al Laeoù e veze kontet alies istorioù ma oa pouezus ar garantez enne, hag ar re, just a-walc'h, bet savet gant Marie De France o vezañ ar muiañ prizet hag anavezet.

11 € (+ 3 € evit ar mizoù-kas); 12 x 18 cm; 145 p.; ISBN: 978-2-7368-0089-5; embannet gant Al Liamm; skignet gant Coop Breizh

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus