Perak 'ta emañ ar vran, ar voualc'h, ar gegin, ar pennduig hag holl laboused ar vro o hopal «viltañsoù, viltañsoù» war-lerc'h Job ha Lom?
Peseurt taol-gwidre emañ an daou genderv oc'h itrikañ adarre evit klask kas o moereb d'ur bed all a-benn lakaat o c'hrabanoù war he madoù?
An ti satanazet a zo ur romantig fentus, bev-buhezek hag aes da lenn, savet evit plijadur ar skrivagner koulz hag hini al lennerien.
Jakez Riou (1899-1937) a oa kazetenner ha skrivagner. E skridoù liesseurt – barzhonegoù, pezhioù-c'hoari, danevelloù – a zo deuet da vezañ oberennoù klasel eus al lennegezh vrezhonek.
Tresadennoù gant Noémie Vân.
150 p.; 12 x 19 cm; 10 € (+ 3€ mizoù-kas); ISBN: 978-2-916835-41-9; Skignet gant An Alarc'h