Neizhig zo o tuta 5 brezhoneger war dachenn ar vugaligoù.

Ar C’huzul-merañ, izili burev Neizhig, Kêr Roazhon, Divskouarn hag Ofis publik ar brezhoneg, zo laouen o reiñ deoc’h da c’houzout ez eo digor ar c’houlzad evit tuta he skipailh brezhonegerien.

NeizhigNeizhig CC-BY-SA-NC

Neizhig zo o tuta 5 brezhoneger war dachenn ar vugaligoù.

  • 2 implijad(ez) un TGM bugaligoù ganto,
  • 1 eilbabigour(ez),
  • 1 desaver(ez) bugaligoù,
  • 1 rener(ez).

Ret e vo d’an implijidi kaout an div varregezh-mañ war un dro : bugaligoù ha brezhoneg.

Kavout a reot ar fichennoù post el lec’hienn www.neizhig.wordpress.com

En em lakaat war ar renk dre bostel da neizhig@gmail.com

Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant Laetitia Crézé, prezidantez Neizhig er 06 49 62 37 97.