Tad-Kozh an Nedeleg e Lannuon.
Tad-Kozh an Nedeleg e Lannuon. © autre

Tremenet eo Tad-Kozh an Nedeleg da welet brezhonegerien yaouank bro Dreger, evel ma oa bet prometet gantañ. Deuet e oa gant e garr-samm sachet gant e lutuned (abalamour d'an enkadenn

Tremenet eo Tad-Kozh an Nedeleg da welet brezhonegerien yaouank bro Dreger, evel ma oa bet prometet gantañ. Deuet e oa gant e garr-samm sachet gant e lutuned (abalamour d'an enkadenn : gwelloc'h-marc'had eo evit ar c'hirvi-erc'h !)

Daoust d'an amzer c'hris e oant deuet stank pe stankoc'h e Gwengamp, Plounevez-Moedeg, Montroulez ha Lannuon da lenn o lizheroù-profoù ha da gontañ kaozioù e yezh ar vro, keit ma oa lutuned Ai'ta ! o c'hoari laz.

Trugarez d'an holl skolaerien Diwan, Div Yezh ha Dihun o devoa skoazellet o skolidi da sevel bep o lizher e brezhoneg... Emichañs eo bet sevenet gant an Tad-Kozh an holl hetoù-se hirie ? Laouen-bras e oa hennezh gant e devezh e brezhoneg bepred, ha prest eo da dont a-benn ar bloaz evit un droiad hiroc'h c'hoazh, ma vez goulennet gantañ.

Ai'ta ! Kreiz Breizh

Ai'ta ! est un collectif de défense et de promotion de la langue bretonne dans la vie publique. Le collectif mène des actions non-violentes et est indépendant de tout parti politique. En savoir plus