Nedeleg, gouel ar vugale war brezhoweb !
284 vues
Da vare an Nedeleg, e kinnigomp deoc’h ur bochad traoù e brezhoneg, da welet evit netra war Brezhoweb.bzh
Da vare an Nedeleg, e kinnigomp deoc’h ur bochad traoù e brezhoneg, da welet evit netra war Brezhoweb.bzh
Da gomañs, daou film bevaat ‘vit ar familh a-bezh, Nedeleg Dizerc’h ha Redadeg ar fourmaj laezh. Daou film brav-meurbet o tont deus Bro Norvej, da welet betek an 13 a viz Genver.
➡ Nedeleg Dizerc'h https://www.brezhoweb.bzh/Nedeleg-dizerc-h-fl-klypa_fiche_2928.html
➡ Redadeg ar formaj-laezh https://www.brezhoweb.bzh/Redadeg-formaj-laezh_fiche_2929.html
Nedeleg a dalv ivez tresadennoù-bev nevez war Brezhoweb. Unan ‘vit ar re vihan, Straed ar Zoo, hag unan evit ar re vras, troioù-kaer ar martolod brudet Corto Maltese.
➡ Straed ar Zoo https://www.brezhoweb.bzh/Straed-zoo_360.html
➡ Corto Maltese https://www.brezhoweb.bzh/Corto-maltese_359.html
An daou rummad a vo skignet e-pad ur bloaz, rannoù nevez a vo da welet bep sizhun war Brezhoweb, hag evit an Nedeleg ho po dija un nebeud rannoù enlinenn.
Hag ar re n’oaront ket c'hoazh brezhoneg a gavo plijadur war Brehzoweb ivez gant an holl brogrammoù istitlet e galleg, hag ar sonerezh ‘vel just.
➡ Programmoù istitlet e galleg https://www.brezhoweb.bzh/Istitlet-galleg_347.html
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (2)
A'ta Yannig, n'eo ket ur video 'vit displeg orin an Nedeleg, met unan evit lakaat war-wel programmoù nevez Brezhoweb da vare an Nedeleg. Bout 'zo ur programm arall anvet brezhoneg bemdez, lec'h ma vez lakaet ar gaoz war an Nedeleg, hag e-barzh e vez komzet deus ar c'hraou ha deus ar mabig Jezuz.
Da welet amañ :
https://www.brezhoweb.bzh/Brezhoneg-bemdez-joyeux-noel_fiche_874.html
Nedeleg laouen deoc'h,