Dilhad du, livourien a-youl vat e-leizh, pegsunioù, bombezennoù liv. Seblantout a ra ar stourm bezañ startoc'h-startañ ganto. Hag efedus e vo ?

Ur bern tud yaouank e Naoned evit an unvaniezh. Gant bannieloù a bep seurt, gant tarzhadennoù forzh pegement, fuzeennoù, livioù, hag uioù ivez. Santet e oa bet adalek penn-kentañ ar vanifestadeg e oa fulor ha c'hoant da embann "re zo re" dirak an holl. Tapet e oa bet ur paotr, tapet ur wech just goude an taol livañ kentañ dija, ha koulskoude e oat un hanterkant bennak a dud oc'h ober ar memes tra (livañ kirri-samm ar polis, uioù stlapet, ret e oa livañ un archer, ivez ? N'eo ket sur...). Dieubet e oa bet da noz.

Savadur ar rannvro : aze e oa ar stourm ? Koulskoude ne oa den ebet er straedoù, piv a labour ennañ da Sadorn ? Ha lakaat kement a archerien dirak ar savadur ne oa ket un doare da lakaat ar re yaouank da chom ha da glask laou dezho ?

Ne vern, ar CPE hag harzoù-labour miz Gwengolo a zo bet un doare stummadur evit ar re-se. Pa ne vez ket graet trouz, ne c'hoarvez netra. Ha pa vez graet ? Ret e vefe bet bezañ kalz niverusoc'h, anat eo. Met memestra, piv zo gouest da vodañ kement a dud ? Ur goulenn sokial eo, ha gant ar CPE e oa ar re yaouank a oa e-kreiz ar stourm. Hag un dra na blij ket tamm ebet da Omniprezidant Bro-C'hall, eo ar re yaouank o stourm just a-walc'h. Ha nerzh re yaouank Tunizia, galloud ar rouedadoù sokial evel Facebook pe Internet dre vras a ro nerzh da yaouankiz Europa, anat dit, penn filip.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....