Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Rapport -
Nafarroa Oinez : ur mor a dud, ur youl divent
Pebezh kentel evidomp, Bretoned. Ni a grede aozañ festivalioù bras evit ar brezhoneg, hag aze ... 100 000 den, 3000 den a youl-vat, ur bloavezh prientiñ, dilhad graet a-ratozh kaer
Par Fanny Chauffin pour ABP le 19/10/09 3:56

Pebezh kentel evidomp, Bretoned. Ni a grede aozañ festivalioù bras evit ar brezhoneg, hag aze ... 100 000 den o vale, 3000 den a youl-vat, 7 leurenn gant arzourien etre 10 eur ha 17 eu, ur bloavezh prientiñ, dilhad graet a-ratozh kaer evit ar gouel, ur ganaouenn gant ur video dispar (paozioù ar ganaouenn kompozet gant unan deus ar barzhed brudetañ en Euskadi), arc'hant dastumet forzh pegement daoust d'un entre ... digoust (hag ouzhpenn e vez roet d'an dud un tiked tombola hag ur pegsun !

Mennozh ar skipailh Ikastola Andre Mari (anv ur beleg en deus graet kalz traoù evit an euskareg, daoust d'ar skolioù bezañ lik) a oa dreist. Tem an dro vale ar bloaz-mañ a oa "Txikiak handi" (ken bras ha ken bihan, en euskareg). Kemer un arrouez evel ar pruñv-gouloù evit diskouez eo ar yezhoù bihan, met gant leun a startijenn avat, hag a zegas sklerijenn d'ar bed a-bezh.

Bodañ tud Katalounia, Oksitania, Kembre, Aragon oa ur mennozh mat. Sinet o deus "karta yezhoù bihan" asambles, o c'houlenn groñs dindan ar stadoù doujañs ha gwareziñ evit ar yezhoù bihan. Pep tra en euskareg, eveljust. Sonerezh, degemer, skritelloù ...

Panelloù e pep lec'h evit ar prizonidi politikel,tud ba du-se a lâr n'eo ket aes a-wechoù d'ober an diforc'he etre ar sevenadurel hag ar politikel... Lidet eo bet ivez aktourien gwellañ ar yezh (doare Priz dazont ar brezhoneg). Startijenn, ijin, aozadur dispar : diaseterioù a chom koulskoude, met pegen disheñvel eo gant Breizh ? Pelec'h emañ ar stourmerien ? Peseurt strollad politikel a gas ken pell ar stourm evit ar yezh ?

(voir le site)

(voir le site)

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons