Emañ an ti-embann nevez Nadoz-Vor Embannadurioù o rastellat arc'hant evit gellout embann e eurioù kentañ.
Tri-ugent vloaz a zo eo eat d'an anaoun Tangi Malmanche. Dramaour, barzh ha daneveller, Tangi Malmanche a oa ur brogarour gwir ha sot-pitilh gant ar brezhouneg. Pezh a zo bet dizkouezet splann deomp gant an holl oberennoù savet gantañ, evel ar "Memento du Bretonnant", embannet e 1907, da skouer. Un euriou eat diwar-wel evit an holl, abaoue pell zo. Choum a ra an oberenn-se talvoudus-kenañ memestra, sur eo ha n'eo ket marteze. Abalamour da-se e fell da Nadoz-Vor Embannadurioù adembann anezhañ evit ma vefe anavezet adarre da vat. Kavet e vezo gantañ ur sedead "CD" da selaou gant poelladennoù-lenn an eurioù, lennet gant Goulc'han Kervella. Evel-se e vezo komprenet ha desket mat distagadur ar brezhouneg.
Diverradur:
1. L’alphabet – La prononciation – L’article.
2. Les Mutations.
3. Le substantif – L’adjectif – Les nombres.
4. Le verbe (lexicographie).
5. Le verbe (syntaxe).
6. Le complément: adverbe, régime, proposition.
7. Syntaxe générale.
8. Bretonnismes.
Appendice I. Tableau synoptique des mutations.
Appendice II. Liste de quelque substantifs usuels de genre contraire en breton et en français.
Appendice III. Nom de nombres.
Appendice IV. Liste des substantifs à pluriel hétéroclite.
Appendice V. Verbes hétéroclites.
Appendice VI. Conjugaison des verbes irréguliers "mont" (aller) et "gouzout" (savoir).
Appendice VII. Liste de quelques adverbes composés et locutions adverbiales.
Appendice VIII. Liste de quelques locutions bretonnes ou bretonnismes courants.
Awenet eo ar raktres gant ar c'hrowdfunding, un doare dazeilad ha kendred da arc'hantaouiñ a-stroll evit skoazell ur raktres talvoudus hervez mennozhioù an dud. Rak maread a raktresoù dedennus a choum bout dre ma vank moneiz dezho.
Skoazellañ, kemer perzh ha skignañ ar raktres-mañ a sikouro Nadoz-Vor da vont da benn .
Anv:……………………………………… Anv-bihan:………………………………………
Choumlec'h:…………………………………………………………………………………….
Kod post:………………………… Kear:………………………. Bro:……………….
Postel:……………………………………… Pellgomz:…………………………………
Paper da leuniañ ha da gas gant ho chekenn da:
Nadoz-Vor Embannadurioù
BP 40
29860 Plabenneg
Chekenn da lakaat e anv Nadoz-Vor Embannadurioù. Ar sammad roet a choumo miret strizh keit ma ne vezo ket rastellet a-walc'h a voneiz evit dont a-benn eus ar raktres.
Skrivit deomp, roit ho ali ma fell deoc'h. Respountet e vezo deoc'h gant plijadur.
Evit gouzout muioc'h: (voir le site)