Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
NA ZEGEMEROMP KET MARV DIAWELET KREIZ BREIZH HA STEUZIADUR AR SERVIJ FORAN TOST D’AN DUD
A-enep diskar ar C’hreiz-Breizh, Nac’homp krenn e vefe serret an Tiez-Post ! D’ar Sadorn 12 a viz Mezheven 2004 14 h. e Langoned. Gelver a ra ar gevredigezh Bemdez da sevel ur c’henstrollad a-benn manifestiñ a-gevret a-enep serradur an Tiez-Post e kreiz Breizh. Gwareziñ ha diorren a vennomp : - ar servij foran
Bertrand Deléon Par Bemdez le 7/06/04 18:18

A-enep diskar ar C’hreiz-Breizh, Nac’homp krenn e vefe serret an Tiez-Post ! D’ar Sadorn 12 a viz Mezheven 2004 14 h. e Langoned. Gelver a ra ar gevredigezh Bemdez da sevel ur c’henstrollad a-benn manifestiñ a-gevret a-enep serradur an Tiez-Post e kreiz Breizh. Gwareziñ ha diorren a vennomp : - ar servij foran tost d’an dud, evit an holl ; - ingaladur ar pinvidigezhioù hag an arc’hant foran ; - an oberiantiz zo diwar ar maez dre ur politikerezh e-sell terkañ ar vro war-bouez servijoù publik miret ; - ar boblañs gouzañvet evel-se gant falloni ar gapitalouriezh : dismantroù sokial, sevenadurel ha tremenvan ar vro. -------------------------------------------------------------------------------- Evit-se ez eus ur c’henstrollad krog da sevel : Izili kentañ : SLB (Sindikad Labourerien Breizh) ; Breizh 2004 ; CARB (Kenurzhierezh a-enep gwaskerezh e Breizh) ; Bemdez -------------------------------------------------------------------------------- Deuit er c’henstrollad : Bemdez : jean-yves.deleon [at] wanadoo.fr pe Ti ar c'hevredigezhioù 6 straed ar Govuerezh 56 000 GWENED pe 06 11 51 43 15.

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons