150 vues

Abalamour d'un dilojamant, dre ziouer a amzer pe peogwir ne glote ket gant mont en-dro ho tiegezh... ? Ken abred hag an distro 2011 e vo kinniget un doare nevez

Abalamour d'un dilojamant, dre ziouer a amzer pe peogwir ne glote ket gant mont en-dro ho tiegezh... ? Ken abred hag an distro 2011 e vo kinniget un doare nevez da zeskiñ brezhoneg a drugarez d'an e-deskiñe-learning).

Ebarzhiet nevezik 'zo er Robert, e talv ar ger "e-deskiñ"- se kement hag hentennoù deskiñ dre an Internet. Skolanet, ajañs tekno-pedagogel staliet er Folgoad, arbennikaet en domani-se, a zigoro ur savenn stummañ enlinenn anvet "Edubreizh.com" e miz Here.

Ar servij nevezus-se a roio tu deoc'h da zeskiñ brezhoneg a drugarez da gentelioù liesvedia etreoberiat. En un doare reoliek, dre ho mikro hag ho webkam, e voc'h pedet e klasoù enlinenn buhezet gant kelennerien arbennik.

Ar wiaderien, deskidi war ar brezhoneg, a vo strollet en ur rouedad sokial a aesao ar gomz, an eskemmoù hag ur mont war-raok boutin.

Gallout a reer, adal bremañ, amprouiñ an hentenn o vont

Skolanet a vo disul en Kawan da vare Gouel broadel ar brezhoneg. Un digarez brav da c'hellout eskemm war ar benveg deskiñ-se.