Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
N'EO KET DEGEMERET MAT AR BREZHONEG E TI-POST BEAR !
« Bienvenue – Degemer mat » Setu petra a zo skrivet war jiletennoù implijidi ti-post Karaez, e-lec’h ma kaver ivez panelloù en div yezh abaoe un toullad mizioù bremañ. N’eo ket ken
Collectif Par Ai'ta ! Kreiz Breizh le 20/01/13 14:38

« Bienvenue – Degemer mat » Setu petra a zo skrivet war jiletennoù implijidi ti-post Karaez, e-lec'h ma kaver ivez panelloù en div yezh abaoe un toullad mizioù bremañ. N'eo ket ken c'hwek an degemer e ti-post Bear avat : ar renerez n'he deus ket plijet dezhi an oberenn kizidikaat ar pratikoù graet disadorn gant hor strollad, ha nac'het he deus groñs komz ganimp, ha galvet an archerien. Un nebeut stourmerien deus Ai'ta ! az eas en o c'hoazez neuze war leur an ti-post. Derc'hel penn a reas ar renerez ha goulenn gant an archerien skarzhañ anezhe dre heg, a-raok serriñ ar stal. Ar strollad Ai'ta ! a fell dezhañ diskuliañ seurt doareoù d'ober ha goulenn a ra groñs digant renerezh Ar Post talvoudekaat ar brezhoneg e Bear, evel he deus kroget d'ober e Karaez.

Aeset e vefe bet staliañ panelloù en div yezh da geñver al labourioù graet nevez 'zo e ti-post Bear, koulz ha talvoudekaat an implijidi brezhonegerien kontant da degemer ar pratikoù e yezh ar vro. Met ar renerez ne ra van ouzh tout an traoù-se, ha fae a ra deus nerzh ar brezhoneg e Bear (ur vagouri vrezhonek, un hentenn divyezhek er c'hentañ derez hag er skolaj ivez a-benn nebeut, ur bern kevredigezhioù…) ha deus ar goulenn sokial. N'he deus ket respontet d'al lizher bet kaset gant Ai'ta, na da hini Gérard Le Caer, maer Bear zoken, pa c'houlennent e kavfe ar brezhoneg e blas en ti-post nevez. « Ne fell ket din kemer skwer ouzh ti-post Karaez », he doa lâret dre bellgomz a-raok nac'hout en em gavout ganimp.

Setu neuze penaos e c'hall un den dibab e-unan skarzhañ ar brezhoneg deus ar servij publik fiziet ennañ. An emzalc'h dismegañsus-se a zo gwall disheñvel diouzh hini renerez Karaez, kar ganti hon doa gallet kaozeal, hag aet e oa an traoù war an tu mat evit tout an dud. P'emaomp ganti, spontus eo komzoù kargidi Post Bear diwar-benn skwer Karaez. Gouez dezhe ez eo « ur fazi bras » a zo bet graet eno hag ar panelloù en div yezh « a rankfe bezañ lemet dizale » ! Sur a-walc'h e plijo da dud ha dilennidi Karaez gouzout kement-se… Da c'hortoz e c'houlenn Ai'ta ! digant Renerezh Rannvro Ar Post pouezañ evit ma kavo ar brezhoneg e blas e ti-post Bear, koulz hag e lec'h all, evel ma vez goulennet gant kalz a sitoained ha dilennidi deus Breizh.

Voir aussi :
Vos 1 commentaires :
Yann Naonedad Le Dimanche 20 janvier 2013 19:42
Ha ma vefe ar "renerez" - un direnerez kentoc'h a lavarfen-me! - a rankfe bezañ lemet dizale ?
Chikanoù e-giz-se a echuo pa vo sinet Karta Europa. Da c'hortoz, n'o ket anat kenderchel gant tud gouez mod-se a labour dindan ar stad...
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons