Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
N'eo ket aet Bernez da Roazhon, ha gwell aze
Brav an abadenn e Roazhon memestra gant kalzig a dud interessant
Par Fanny Chauffin pour FC le 26/01/12 0:38

Mousc'hoarzh Goulwena an Henanff, prezegennoù brav Visant Abaziou, gerig leun a traoù positivel Lleuwen Stefan, aet eo ganti ar maout evit ar bladenn gwellan ar bloaz, ... peadra da vezañ laouen. Bedig bed ar brezhoneg a zo o kreskiñ tamm ha tamm, war ar rouedad, gant ar re yaouank, gant ar babigoù (pegen drol e oa klevout tud magourioù Gwened o komz ... en galleg), gant kalzig a dud memestra.

Ha Bernez ? Chomet er gêr, met komzet a zo bet diwar e benn meur a wech gant Visant, Lleuwen, ha Bernez Rouz da ouzhpennañ : ne c'hell ket ar fuzeen kaout 300 estaj, tamm ha tamm e vez graet e bragoù da Yann. Ya, met ken berr eo e bragoù, just a-walc'h ...