121 vues

Merc'hed Asturias a gan abaoe ugent vloaz, o tastum, o tañsal, o seniñ

Merc'hed Asturias a gan abaoe ugent vloaz, o tastum, o tañsal, o seniñ.

Pedet evit an trede gwech en Oriant, Muyeres a ra ul labour tost a-walch ouzh hini al Loeroù Ruz, da lavarout eo ul labour sirius-tre evit ar pezh a sell ouzh an dastum tonioù ha paozioù hengounel.

Met aze, war leurenn ar C'hoariva en Oriant o doa deskouezet o ampartiz evit kuitaat an hentoù a vez kavet ordin : gwiskamant hengounel ebet, merc'hed gwisket en un doare disheñvel, kozh ha yaouank, treut ha tev, ar c'hontrol mik eus ar pezh a vez kinniget alies er festival gant strolladoù paotred hag ur plac'h e kreiz.

Amañ pep hini an ugent kanerez a zo stered gwir, stars ar festival !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....