Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/31/31715_1.jpg
Lizher ar rektor da Bierrick Massiot
- Communiqué de presse -
Muioc'h a gendoujañs evit ar brezhoneg o doa republikaned 1793 eget rektor akademiezh Roazhon e 2013 !
Lizher ar rektor akademiezh da MassiotEmañ ar strollad Ai’ta !, o paouez lenn al lizher bet kaset gant rektor akademiezh Roazhon, an Aotrou Michel Queré, evit respont d’ur goulenn bet
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 17/10/13 21:21

Lizher ar rektor akademiezh da MassiotEmañ ar strollad Ai'ta !, o paouez lenn al lizher bet kaset gant rektor akademiezh Roazhon, an Aotrou Michel Queré, evit respont d'ur goulenn bet savet gant an Aotrou Pierrick Massiot, prezidant kuzul-rannvro Breizh. Hemañ ziwezhañ a c'houlenne ma vefe skrivet en div yezh, brezhoneg ha galleg, sturiad ar Republik gall ("Frankiz, Kevatalded, Breudeuriezh") war talbenn liseoù Breizh.

En e lizher e respont ar rektor e sav a-enep war abeg dirannadusted ar Republik gall hag eo ar galleg yezh ar Republik. Pa ya war-raok un tamm muioc'h bemdez ar brezhoneg dre ar c'helenn hag er gevredigezh. Ha pa c'heller hiziv c'hoazh adkavout dekredoù divyezhek brezhoneg-galleg, dreist-holl hini ar 14 frimaire bloavezh II (4 a viz Kerzu 1793), ne zegemer ket lod skrivañ an tri ger-se e brezhoneg. Ne seblant ket ar Republik gall bezañ aet war-raok war an dachenn-se eta !

Pediñ a reomp ac'hanoc'h da embann ho santimant d'ar rektor o skrivañ dezhañ ur postel : michel.quere [at] ac-rennes.fr

Voir aussi sur le même sujet : ai\'ta, rektor, liseoù, brezhoneg, Massiot