Mozilla Firefox e brezhoneg  handelv 5.0
Mozilla Firefox e brezhoneg handelv 5.0

Aet oc'h skuizh gant ho meziantoù e galleg ? Laouen eo Kevredigezh An Drouizig o kinnig deoc'h handelv Firefox nevez e brezhoneg !

Aet oc'h skuizh gant ho meziantoù e galleg ? Laouen eo Kevredigezh An Drouizig o kinnig deoc'h handelv Firefox nevez e brezhoneg !

Gant an handelv-mañ e teu d'an Diazezadenn vMozilla an dro da lakaat he c'helc'hiad diorren nevez da vont en-dro.

Gant ar c'helc'hiad-mañ e vo kinniget keweriusterioù nevez aliesoc'h. Drezañ ho po tro da brouadiñ an handelvoù da zont en ur ober gant an handelvoù « aurora » ha « beta » (lennit http://www.mozilla.com/br/firefox/channel/).

Gant Firefox 4 e oa bet gwellaet skor an HTML5 ha CSS3, ardoerezh an askouezhioù ha skor WebM ha WebGL. Gant Firefox 5 e teu ardoerezh ar bliverezhioù mod CSS.

Dre labour Kevredigezh An Drouizig emañ ar brezhoneg e-touez yezhoù kefridiel Diazezadenn vMozilla. Gant Windows, Mac pe Linux e vez kantreet war Internet e brezhoneg !

Trugarez vras da vMichel a ra war-dro meziantoù Mozilla evit An Drouizig !

Pellgarget e vez an handelv 5 diwar ar bajennad amañ dindan :

http://www.mozilla.com/br/firefox pe hizivaet e vez ho handelv 4 dre al lañser Skoazell/A-zivout Firefox.
logo Créée en 2003, l'association An Drouizig a pour but de développer l'usage de la langue bretonne dans le domaine des nouvelles technologies. Mozilla Firefox, ainsi que d'autres grands standards du logiciel libre comme son compagnon idéal, le logiciel de messagerie Mozilla Thunderbird ou encore la suite bureautique LibreOffice, les logiciels Gimp, Inkscape, Scribus sont également disponibles en breton.