Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Mozilla Firefox 20 e brezhoneg !
Laouen eo pare An Drouizig o kinnig deoc'h Mozilla Firefox 20 e brezhoneg, Nevezintioù pouezus ez eus gant an handelv-mañ, en o zouez : Ar merdeiñ prevez : Unan eus ar pep
Denis Arnaud pour An Drouizig le 8/04/13 22:04

Laouen eo pare An Drouizig o kinnig deoc'h Mozilla Firefox 20 e brezhoneg,

Nevezintioù pouezus ez eus gant an handelv-mañ, en o zouez :

Ar merdeiñ prevez :

Unan eus ar pep pouezusañ eo ar merdeiñ prevez. Gant ar mod-mañ e vez merdeet en un estez arbennik hep leuskel un tamm roud war e lerc'h. Talvoudus eo evit ar roll istor klok, an anvioù dilesañ, ar pellgargadurioù, an toupinoù hag an holl roadennoù ganet gant ar merdeer. Betek henn e oa dispellaus ar mod-mañ : plas ar merdeiñ klasel e kemere ha ret e oa serriñ ar prenestr a-benn distreiñ d'ar mod klasel. N'eo ket ret ken.

Lañset e vez ar mod Merdeiñ prevez diouzh lañser Firefox : ur prenestr ouzhpenn zo digoret neuze. An eil hag egile a c'hall bezañ graet ganto war un dro.

Ar pellgargadurioù :

Lakaet eo bet benveg ar pellgargadurioù war ar varrennad reoliñ :

Bremañ ez eus un arlun (ur bir) war barrennad an ostilhoù. Drezi e vez skrammet ar pellgargadurioù graet.

Ardeiñ an enlugelladoù :

Bremañ e vez lakaet an enlugelladoù emrenoc'h e-keñver ar merdeer. Mar sac'ho un enlugellad (Flash da skouer) e c'hallo bezañ arsavet hep tizhout ar merdeer.

(voir le site)

Voir aussi :
logo
Créée en 2003, l'association An Drouizig a pour but de développer l'usage de la langue bretonne dans le domaine des nouvelles technologies. Mozilla Firefox, ainsi que d'autres grands standards du logiciel libre comme son compagnon idéal, le logiciel de messagerie Mozilla Thunderbird ou encore la suite bureautique LibreOffice, les logiciels Gimp, Inkscape, Scribus sont également disponibles en breton.
Gwelout pennadoù all An Drouizig
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons