Morlaeron ar c'harib / Les clichés sur les pirates - An Istor Livet
Réalisation : Brezhoweb – 549 vues
Ur bochad skeudennoù faos hon eus a-zivout ar vorlaeron a-gaoz d'ar sinema !
'Ba 'r rann an Istor livet-mañ e lak ar gaoz Nikolaz skeudennoù faos e-leizh diwar-benn ar vorlaeron !
Skeudenn morlaeron ar c’harib 'zo bet plantet don ba penn an dud.
Tud leun a feulster, lous, gloazet, gant ar c'hoant d'en emgannañ, o klask war-lerc’h teñzorioù skoachet… Hag a blije dezhe bountañ tud er mor diwar plankennoù.
Met petra 'zo gwir er skeudenn-se ?
Ar wirionez a oa pell-tre d'an hini gwelet e filmoù Hollywood.
Setu tem rann nevez An Istor Livet , an abadenn nevez evit ober o stal da c'hlichedoù an istor !
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (1)