Forzhik goulennoù a vez savet ouzhomp diwarbenn ar modulennoù emstummañ kinniget war savenn www.edubreizh.com. Kavet e vez ar modulennoù-se er c'hentelioù a c'hell nep deskard heuliañ diouzh e lusk. Gallout

Forzhik goulennoù a vez savet ouzhomp diwarbenn ar modulennoù emstummañ kinniget war savenn Edubreizh Kavet e vez ar modulennoù-se er c'hentelioù a c'hell nep deskard heuliañ diouzh e lusk. Gallout a ra adsellet outo kement en do c'hoant, ma n' en deus ket intentet mat un dra bennak pe tra-ken evit adwelet traoù ' zo... E pep kentel e kaver 5 pe 6 modulenn disheñvel, a denn pe eus yezhadur, eus geriaouegoù petraomant c'hoazh, eus doareoù-eskemm. Hervez diaester an danvez studiet e pad pep modulenn etre 5 ha 15 minutenn d'ar muiañ. Gallout a reer o studiañ en un doare distag, pezh a ro ur frankiz bras evit aozañ an deskiñ. E dibenn anezho avat, e kaver bep taol amprouennoù bihan da bep hini gallout gwiriañ ar pezh en deus desket ha penaos ez a war-raok. Sed e kinnigomp deoc'h dizoleiñ adalek hiriv div vodulenn : Unan a denn eus yezhadur (a gaver er gentel 6) Hag eben da zeskiñ al livioù. (a gaver er gentel 10) Adkavit modulennoù all war Edubreizh