Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Divroa  gant Strollad ar Vro Bagan
Divroa gant Strollad ar Vro Bagan
- Agenda -
Miz Du : Gouel Bro Douarnenez
N'eo ket echu Gouel Bro Douarnenez... Goude ar fest noz hir hir, abadennoù a bep seurt a vo kinniget e miz Du
Elen Rubin pour Emglev Bro Douarnenez le 2/11/10 16:54

N'eo ket echu Gouel Bro Douarnenez... Goude ar fest noz hir hir, abadennoù a bep seurt a vo kinniget e miz Du.

- "D'ar Sadorn 6 a viz Du" da 11eur e mediaoueg Douarnenez : "lennadegoù" e brezhoneg evit ar vugale. Evit netra.

- "D'ar Yaou 11 a viz Du" da 4eur e TYS Douarnenez : "c'hoariva gant Divroa", ur pezh c'hoari kinniget gant Strollad ar Vro Bagan.8 euro.

DIVROA a gont istorioù Bretoned aet er maez eus ar Vro ha tud estren deuet da vevañ e Breizh. E-pad pell amzer, etre dibenn an XIX vet kantved ha kreiz an XXvet, ez eus bet aet kalz a Vretoned kuit eus o bro war lerc'h o bara, evit kaout ur vuhez welloc'h evito hag o bugale.

E hanter gentañ an XX vet kantved e teu estrenien da glask labour da Vreizh, Italianed en Uhelgoad, Spagnoliz e Plougasnou …

War-lerc'h ar brezel 40, e kendalc'h ar Vretoned da zivroañ er Stadoù Unanet, e Pariz…

Ha bremañ, dont a ra estrenien da Vreizh e-giz e pep lec'h en Europa, tud divro ha dibaper a-wechoù …

- "D'ar Meurzh 16 a viz Du" da 8eur30 e mediaoueg Douarnenez :

"Gant Youenn Vras + En dro da Youenn", filmoù sevenet gant Jean-Charles Huitorel.5 euro

Daou deulfilm evit (ad)dizoleiñ bed Youenn Gwernig : e arz, e varzhoniezh, e sonerezh. Youenn a oa war un dro barzh, skrivagner,sonoberer, kaner, kizeller, livour... Breizhad, New-Yorkad, un den frank...

Gant Youenn Vras a gont deomp an den, dre e soñjoù, e vemor, e grouidigezhioù, met ivez e sell war Breizh hag ar bed.

En dro da Youenn, tremen a reer ur pennadig gant lod ar re o doa heuliet anezhañ war e hent : kanerien ha sonerien deus Breizh o doa sonet asambles gantañ peotramant reoù a gan ivez e sonioù bremañ choazh.

"Emgav gant ar sevener ha Bernez Tangi goude ar film."

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1184 lectures.
logo
Degouezh Ar Redadeg 2012 gant skipail Emglev Bro Douarnenez D'an 19 a viz Mae, war borz ar Rozmeur
Gwelout pennadoù all Emglev Bro Douarnenez
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons