D'ar 7vet a viz Gwengolo, 6 eur noz, er stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest, e vo pedet un den dispar evit digeriñ heuliad nevez an abadennoù brezhonek Café Breton : Mikeal Konk, labourer douar, saver moc'h ha chatal e Plougin

D'ar 7vet a viz Gwengolo, 6 eur noz, er stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest, e vo pedet un den dispar evit digeriñ heuliad nevez an abadennoù brezhonek « Café Breton » ; un den leun a faltazi, a startijenn hag a vousfent : Mikeal Konk, labourer douar, saver moc'h ha chatal e Plougin.

Displeget vo gantañ diaesterioù ha plijadurioù e vuhez. Penaos ober evit ma chomfe c'hoazh labourerien douar warc'hoazh. Penaos kavout un hent reizh evit produiñ hep saotrañ ar maezioù.

Ha kontet vo gantañ istorioù en e yezh c'hlan eus ar Goueled Leon, rak ur c'honter eus ar re wellañ hag eus ar re fentusañ eo Mikeal ivez.

Deuit e-leizh ! Plijadur a vo ! E brezhoneg penn da benn !

Michel Treguer

Michel Treguer est l'animateur bretonnant des rencontres “Café breton” qui se déroulent à la Librairie Dialogues de Brest. <br>Forum Roull<br>29200 Brest <br>Tel : 02 98 44 88 68. Site de la Librairie : http://www.librairiedialogues.fr/ En savoir plus