Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Film Mikael Baudu
Film Mikael Baudu "Hunvreal an nevez amzer"
- Chronique -
Mikael Baudu : penaos filmañ e Kurdistan ?
Atersadenn ar sevener gant an ABP.
Fanny Chauffin Par Kerne Multimédia le 15/01/17 14:11

Setu neuze Mikael Baudu o tiskouez e film "Kurdistan, hunvreal an nevez amzer" ba Kemperle 'benn disadorn. Kejadenn gant ar sevenour, kazetenner, rener "Gwengolo filmoù".

ABP- Mikael, sur a walc'h oa bet danjerus ken ken ar veaj graet e Kurdistan evit sevenin film "Kurdistan, hunvreal an nevez amzer". Penaos ho peus graet e kenver ar surentez war an hent, etrezoc'h ?

MB- Gwir eo, dañjerus e c'hell bezañ mont da Vro Rojava e Siria, met e-karg e oamp bet kemeret eno gant pennadurezhioù ar vro, ha n'o dije ket lezet ac'hanomp mont da linenn an talbenn ma vije bet emgannoù d'an devezh-se. Diwallet e vez a-dost ouzh ar gazetennerien a ya eno ha ne vez ket lezet anezho kemer riskloù diskiant. Heuliet e oa hon c'harr-tan eno gant soudarded pa z omp diskennet war-zu an talbenn met iskis e oa memes tra sevel diouzh ar mintin ha dizoloiñ e oa un den armet en doa tremenet an noz dirak dor an ti e-lec'h m'hon doa kousket.

Riskloù zo e pep lec'h en hon buhez ha pezh a vez kavet risklus alies eo pezh na anavezer ket mat. Tremenet eo ar film nevez 'zo e toullbac'h Brest. Unan eus ar brizonidi a c'houlenne ar memes tra «Ne oa ket dañjerus mont eno?» N'em eus ket kredet respont dezhañ em boa klevet tud o c'houlenn diganin «N'eo ket dañjerus mont da ziskouez ar film-se en toullbac'h?» Evit kemer riskl ebet e chomer kousket a-hed an deiz ha c'hoazh ur riskl e vefe evit ar galon!

ABP- Troet oa bet ar film e 2015,, ha posubl e vefe ober an hevelep film hiziv an deiz ? Petra zo chenchet dibaoe ?

MB- Disheñvel e vije ar film hiziv evel just. E lodenn Turkia e vije kalz diaesoc'h labourat hiziv, harzet e vijemp gant ar polis eno d'an deiz hiziv moarvat ma vije filmet bremañ ar pezh hon doa graet en nevez amzer 2015, pezh ne vije ket kalz a dra evidomp Europiz, rak lezet e vijemp da vont met diverket e vije ganto a-raok ar pezh hon dije filmet sur a-walc'h. An dilennidi hon deus aterset ne c'hellfemp ket gwelet anezho hiziv rak en toullbac'h emaint hiziv.

E lodenn Siria eo disheñvel an traoù ivez. Kalz pelloc'h emañ bremañ an talbenn gant Daesh dre ma z eo deut a-benn ar Gurded hag o mignoned eus ar meuriadoù arab da argas an islamourien tost diouzh o «c'hêrbenn» Raqa.

ABP- Hag un dazont a zo evit ar C'hurdistan ? Unvanet e vo un devezh bennak ?

MB- Un huñvre a-gozh eo evit ar Gurded kaout ur Stad oc'h unvaniñ o ziriadoù. Goude ar brezel bed kentañ e oa bet prometet dezho er feur-emglev kentañ a oa bet sinet etre Stadoù Europa ha cheñchet un nebeut mizioù goude o reiñ o ziriad da Durkia.

D'an deiz hiziv eo deut a-benn Kurded an Irak da gaout o stad tamm pe damm, n'o deus kazi liamm ebet ken gant an Irak ha mennet eo o gouarnamant da glask mont pelloc'h ha bezañ anavezet da stad gant ar gumuniezh etrevroadel. Gouzout a reont ne c'hell bezañ posupl nemet ma laront sklaer ne glaskint ket goulenn kaout tiriadoù poblet gant Kurded o vevañ er stadoù tro-dro, ha kenlabourat a ra gouarnamant Kurdistan an Irak gant an Turki a-enep Kurded Turkia ha re Siria, memes ma n'eo ket gwelet mat ar politikerezh-se gant o fobl.

Kurded Turkia ha re Rojava a wel bremañ an traoù en un doare disheñvel. Evito ar Stad eo an amzer dremenet, gwelet a reont an amzer da zont gant rannvroioù emren e-lec'h ma vez rannet ar galloud etre ar c'humuniezhioù liesseurt a vez o vevañ enno, e-lec'h ma ranner ar galloud etre paotred ha merc'hed ivez. Ne stourmont ket evit kaout ur stad met evit bevañ en ur bed demokratel.

AbP- Mikael, labouret 'peus e TV Breizh, krouet 'peus da embregerezh produiñ o labourat gant frans 3 war un dro : petra eo ar film 'peus ket graet c'hoazh hag a blijfe dit ober ?

MB- Meur a raktres filmoù a zo chomet war vord an hent o c'hortoz bezañ kaset da benn un deiz bennak marteze. Gant tud eus ar gevredigezh Amani a glask skoazellañ Palestinianed e-keñver yec'hed em boa bet digarez da vont da Jenin e Sisjordania un nebeut bloavezhioù 'zo. Ur raktres 'zo ganto da zigeriñ ur greizenn evit degas ur skoazell psikologel da vugale Gaza. Ma teuont a-benn gant o raktres e vijen laouen da ziskouez ar pezh a reont.

Anv oa bet ivez gant Sarahouied da sevel ur Gouel Sonerezh en ur c'hamp repuidi e Sahara ar C'hornog. E-soñj oa ganto pediñ e-touez strolladoù all, Pink Floyd hag ar Ramoneurs de Menhirs..... Aze adarre em eus keuz na vije ket aet betek penn .... Piv 'oar un deiz bennak....

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons