Dielfennañ skeudennoù, klask penaos int bet savet, a-drugarez dezhañ.
Dirak daou glasad eilvet e oa deuet Mikael Baudu da zisplegañ penaos e vez savet un teulfilm ha penaos sachañ evezh an arvesterien. Lakaat Alan Stivell e kreiz sportva bro C'hall e Paris e penn kentañ ar film a zo fromusoc'h eget testennoù kozh, pe druizhed meur Kembre, Breizh hag Iwerzhon ...
Pe c'hoazh lakaat skeudennoù kaer bro Iwerzhon gant sonerezh tud yaouank o kanañ plijusoc'h eget diabarzh un iliz kozh ...
Hag evit echuiñ, diskouezet en doa skeudennoù klip ar Redadeg a vo skignet e miz Genver d'an holl, leun a startijenn, ha gant kalzig a liseidi ha skolajidi Diwan.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !