Put your name here

Chronique
Met piv oa ar roue Arzhur ?
Roue ar 6vet kantved, roue ar Grennamzer, pe roue mare Viktoria, pe c'hoazh hunṽre ur roue feal ha just e 2017 ?
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 20/08/17 17:17 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

An teulfilm-mañ a zo interessant evit meur a abeg : istorourien eus Kembre (Cardydd, Aberystwith...), dielloù forzh pegement. Penaos oa bet kontet istor Arzur ? Piv oa ar skrivagnerien o doa, abret-tre, kontet e istor ? Staliet e oa bet e Kerleon gant ar Romaned ur c'hêr divent, evit an armeoù, met evit ar c'hoñvers ivez, ha chomet e oant... pevar c'hantved !

E 1066, Guillaume le Conquérant, deuet eus bro C'hall, a sav 200 kastell. Skrivet gant Geoffroy de Monmouth, istor ar roue Arzhur a vez kontet e pep lec'h e lez an noblañsed Europa. Diazezet war ar Mabinogi savet e bro Gembre, gant mojennoù a c'hellfe bout kozh-Noe, pe ijinet da vat... e seblant Arzhur bout ur roue feal, galloudus, skarzhet gantañ ar Saozon, an Normandiz, ar C'hallaoued... Lazhet e oa bet gant Arzhur jeanted hag erevent, setu perak eo banniel Kembre hini an aerc'houant ruz. Marv en un doare kevrinus, tromplet gant e wreg Guenièvre gant e wellañ marc'heger, Lancelot. Lavaret e vez er fin ar vojenn e teuio en dro ar roue evit saveteiñ e vro.

Himmler a oa sot gant istor Arzur, ha goude marv Kennedy oa bet graet Arzur eus outañ evit lavarout e oa ur roue ken feal ha ken just ha roue Kembre E Kembre, e fin an XIXvet kantved eo pouezus-kenañ perzh Lady Charlotte Guest, dimezet gant rener un uzin vras. Troet ganti e saozneg, ar Mabinogi a ra tro Europa.

Hag hiziv ? Ar c'hoarier rugby Arthur e fin ar film a gont penaos e oa deuet roue pa oa bet trec'h skipailh Kembre a-enep skipailh Saozon... KLen kreñ ha ken galloudus hag ar roue kozh !

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 1 commentaires
  Michel Treguer
  le Dimanche 20 août 2017 20:37
Iskiss ha souezhus eo, Fanny, ne vije ket lavaret sklaeroc'h gant piv eo bet savet ar film-se !
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 1 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.