Eil devezh goude an distro-skol. Kroget ar c'hentelioù. En oaled, pemp den aterset ...

E klas Termen ha Kentañ emañ ar pemp lisead a zo deuet da respont da goulennoù reportourien an ABP.

Liseidi evel ar re all ar re zo e Diwan ? Ya pe pas ? Fent a zo ganto atav. Daoust d'an niver a dud a zo skoliataet e brezhoneg (galleg : 250 000 er privez, 250 000 er publik, hervez sifroù Akademiezh Roazhon / Diwan : 3000, gant 4,7% a gresk) eo souezhus da welout an nerzh hag ar mignoniezh vras a zo etrezo. Fizians en dazont, barzhoniel-kenañ ar sell ouzh Diwan : un ti leun a livioù gant bugaligoù, un evn o veajiñ etre bro Euskadi ha bro Gembre, raden Anjela Duval, pe c'hoazh ur vag a ya war raok ...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....