Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Dépêche -
MARV YOUENN OLIER
MARV YOUENN OLIER (17 C'hwevrer 1923 - 15 Kerzu 2004) [ABP] E Gwaien eo bet ganet Youenn Olier, met abred tre e kuitaas Bro ar C'hap en abeg da vicher e dad. Kaset da vat gantañ studioù klasel eo deuet da vezañ kelenner. Diouzhtu goude an Eil Brezel Bed e savas
Par Philippe Argouarch pour ABP le 19/12/04 7:18

MARV YOUENN OLIER (17 C'hwevrer 1923 - 15 Kerzu 2004)

[ABP] E Gwaien eo bet ganet Youenn Olier, met abred tre e kuitaas Bro ar C'hap en abeg da vicher e dad. Kaset da vat gantañ studioù klasel eo deuet da vezañ kelenner. Diouzhtu goude an Eil Brezel Bed e savas gant Yann ar Gall (Ab-Sulio) ur gazetennig bolitikel An Avel, an niverenn gentañ a zo deuet e goulou e Gwengolo 1945, met n'eo bet heuliet nemet gant div niverenn. Avel an Trec'h a gemeras e lec'h adalek miz Du 1946. En desped da skoilhoù liesseurt a gavas war he hent a-berzh an amaezierezh c'hall e padas betek 1948. E-pad 60 vloaz e teuas puilh kenañ ar skridoù diwar zorn Youenn Olier ha diaes e ve o venegiñ holl. Kenlabourer feal eo bet da Al Liamm, Preder. SADED.

Emsav, ha liesseurt eo an domanioù bet pleustret gantañ : pennadoù skridvarnerezh, skridoù politikel ha kravezel, kontadennoù berr, kevelennoù, romantoù, barzhonegoù, c'hoariva, troidigezhioù hag e eñvorennoù a leugn meur a levrenn. E 1969 e krogas da embann ur gelaouenn bolitikel, Imbourc'h, o ton ingal er-maez c'hoazh. Unan eus ambilherion ar yezh arnevez eo bet Youenn Olier ha ne gile morse rak arver pe krouiñ ar gerioù en doa ezhomm evit e labourioù. Un den a youl eo bet ha n'en deus morse dilezet e venozioù politikel ; seurt kalonegezh en deus serret outañ dorioù ar Skol Veur. le la les un de a au des une

Voir aussi sur le même sujet :
logo Ur kelaouer ABP lies-mediaou evit Bro Gerne eo Philippe Argouarch. E miz Here 2003 krouet en deus ABP. Da gentañ, webmaster an International Herald Tribune e Paris ea bet, ha da gentañ adarre, unan an tri webmasterioù ar Wells Fargo Bank e San Francisco. Labourat en deus ivez e \"start-upioù\" hag en ur arnodlec\'h enklask e Stanford skol veur (voir le site) ha (voir le site) .
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons