Publié le 6/09/10 11:25 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Martial Pezenneg a zo ur soner hag a zo bet oberiant e bed ar sonerezh hag an dañserezh breizhek. Marvet eo bet Martial Pezenneg e Roazhon dec'h, d'ar 5 a viz Gwengolo.
Ganet e oa bet e 1933 e Groñvel. Aet e oa e-barzh Kelc'h keltiek Groñvel e 1946 ha da soner e Kevrenn Rostrenenn e 1948. Kengrouer Kelc'h Keltiek Abati Langoned (Korollerien an Ele) e oa gant Sam Le Poupon ha Fañch Auffret e 1952.
Adalek 1953, ez a da soner e Kelc'h Keltiek Roazhon hag e Kevrenn Roazhon. Gant Jean-Yves Roche e krou ar bagad evit ar vugale Yaouankiz Breizh a zeuio da vezañ Bagad Kadoudal. Mont a ra tre e bodad renerezh Bodadeg ar Sonerion (BAS) e 1962. Titl gwellañ soner daou-ha-daou e Breizh e 1963 a dap gant e vignon Sam Le Poupon ha gantañ ec'h embann meur a bladenn sonerezh : "Dañs Fisel", "Au pays des Mille Boutons", "Noce bretonne à Plouray".
Distroet d'ar vro e 1967 e sav un ti-moulañ (Ti-moulañ Kreiz-Breizh) e Rostrenenn. Engouestlet eo neuze e buhez sevenadurel, armerzhel ha kevredigezhel ar vro. Krouer ha kadoriad Foar-diskouez Kreiz-Kornôg Breizh eo neuze hag e ro lañs da gevredigezh kevelouriezh Rostrenenn gant Kantirk (Iwerzhon). Dilennet eo e kuzul kêr Rostrenenn ha deuet oe da vezañ bes-maer e 1983.
E 1982, e voe dilennet e plas Polig Monjarret e penn BAS. E-pad 9 bloaz e vez addilennet. Asantiñ a reas e 1986 derc'hel post kadoriad kreizienn sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour, e-lec'h ma chom e-pad 13 bloaz. He c'hadoriad a-enor eo bet da c'houde. Diouzh un tu all, ezel meur a gevredigezh e chom (SUAV, "Glenmor : An distro", h. a.)
(digant wikipedia)
.
E Roazhon e zegouezho e obidoù, d'an 9 a viz Gwengolo en iliz Sant Stefan da 2 eur goude merenn.
Philippe Argouarch
Philippe Argouarch
- Mort de François Le Mouël, le tombeur de la French-connection par marc Patay Lejean le 07/10/2015
- André Le Grand, ancien directeur de la librairie Ar Vro de Douarnenez et Audierne est décédé par Librairie Penn da Benn le 24/06/2011
- Décès de Françoise Olivier-Coupeau : Jean-Yves Le Drian déchiré et bouleversé par Region Bretagne le 07/05/2011
- Le Briochin Raymond Penn Du vient de disparaître par Blanc C Exprimé le 09/01/2011
- Disparition de René Le Berre, le New York Times et le Washington Post en parlent mais rien dans la presse française par Philippe Argouarch le 22/12/2010
- Disparition de Marie Thérèse Poilvet par Philippe Argouarch le 17/12/2010
- Marv Charlez Ar Gall : Jean-Yves Le Drian a zoug bri d'an den mennet par Cabinet de Jean-Yves Le Drian le 08/11/2010
- Décès de Charlez ar Gall : Jean-Yves Le Drian rend hommage à l’homme de conviction par Cabinet de Jean-Yves Le Drian le 08/11/2010
