Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Marine, ma ne blij ket dit hor bro, skamp kuit !
D'ar 21 a viz genver 2007 e kerz abadenn Riposte "Allons enfants de la Patrie" e kadarnas Marine Le Pen he stourm a-enep da Vreizh ha d'ar sevenadur breizhek. Lavarout a reas, o keñveriañ Breizh hag ar Vrezhoned ouzh an enbroidi eus tu all ar mor Kreizdouar, e vefe arvarus evit ar republik c'hall distreiñ d'an divyezhegezh e Breizh.
Ronan Le Gall Par Adsav! Strollad pobl Vreizh le 8/11/10 14:44

Marine, ma ne blij ket dit hor bro, skamp kuit !

D'ar 21 a viz genver 2007 e kerz abadenn Riposte "Allons enfants de la Patrie" e kadarnas Marine Le Pen he stourm a-enep da Vreizh ha d'ar sevenadur breizhek. Lavarout a reas, o keñveriañ Breizh hag ar Vrezhoned ouzh an enbroidi eus tu all ar mor Kreizdouar, e vefe arvarus evit ar republik c'hall distreiñ d'an divyezhegezh e Breizh.

E 2010, petra eo soñj Marine le Pen diwar-benn an divyezhegezh e Breizh ?

E Noal-Kastellan e vo Marine le Pen d'an 11 a viz Du. N'eo ket bet dibabet an deiziad-se dre zegouezh a dra sur. E drevadennouriezh a vez kadarnaet amañ gant he strollad. Evidomp eo ur gwir atahin lidañ mod-se ar Brezel Bed Kentañ a goustas d'ar Vrezhoned 240 000 den marv, aberzhet war aoter ar « vroad » c'hall, ha gallekadur ar vro a gendalc'h hiziv an deiz gant meizad an « hevelepted vroadel » c'hall a ya a-enep d'hor breizhadelezh.

Daoust hag-eñ eo Marine le Pen, a gadarn hec'h emzalc'hioù a-enep d'ar panelloù divyezhek e Breizh, un defi pe mazo evit dibab lidañ an deiziad-se e Breizh a zo bet divyezhek a-viskoazh ?

Daoust-hag-eñ e vez nac'het gant marine Le Pen, a c'houlenn groñs an diuz broadel koulskoude, gwir ar Vrezhoned da saveteiñ o breizhadelezh hag o sevenadur kentoc'h eget disoc'h an hollvedouriezh c'hall ?

Ret e vo da vMarine le Pen en em zisplegañ e Noal-Kastellan d'an 11 a viz Du a zeu.

Marine, ma ne blij ket dit hor bro, skamp kuit !

Na heñvelaet, nag enteuzet, Brezhoned omp !

Cet article a fait l'objet de 1108 lectures.
Vos 4 commentaires :
Charl a Sant Per Le Lundi 8 novembre 2010 19:06
Bravo! Marine er-maez!
(0) 

chauffin fanny Le Mercredi 10 novembre 2010 09:24

Ur vezh eo gwelout seurt kemenadennoù war an ABP. Seul hiroc'h e pado, seul diaesoc'h e vo kaout ur media a c'hello bodañ an holl Vretoned tro dro ur raktres. Siwazh ...
(0) 

Michael Jaffrelot Le Mercredi 10 novembre 2010 19:46
N'em eus ket komprenet ho kemennadenn, Fanny. Petra a vefe mezhus hervezoc'h ? Kaout kemennadennoù a-enep d'ar FN ?
Gwir eo e vez ret da bep hini embann e soñj. Ar FN evel ar re all. Neoazh eo un dra vat gwelout tud o lavarout he fater d'an itron Le Pen d'am soñj.
(0) 

Charl a Sant Per Le Mercredi 10 novembre 2010 19:50
N'ouzout ket ar frankiz ezteurel Fanny?
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons