Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Maraton lenn kentañ e brezhoneg : un ide vat !
Lennerien o lenn pennadoù eus ar gelaouenn Al Liamm e-pad peder munutenn, teir eurvezh dizehan, gant Malo Bouessel du Bourg, pennsoner an abadenn
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 28/10/13 22:55
:

Lennerien o lenn pennadoù eus ar gelaouenn Al Liamm e-pad peder munutenn, teir eurvezh dizehan, gant Malo Bouessel du Bourg, pennsoner an abadenn

400vet niverenn Al Liamm : 68 vloaz zo e oa bet krouet ar gelaouenn sevenadurel. «Piv en hon touez en dije soñjet e padje ar gelaouenn keit-all", a lâre Ronan Huon triwec'h vloaz zo dija. Pal ar gelaouenn, e miz c'hwevrer 1948, n'eo ket cheñchet hiziv : reiñ da Vreizh «ul lennegezh dibar (…), ur sell digor war ar bed en ur embann skridoù deuet eus ar bed a-bezh» . Un ti-embann eo Al Liamm ivez : ur c'hant tregont titl bennak a zo, gant skrivagnerien vrudet : Jakez Konan, Jarl Priel, Yann Gerven, Yann Bijer, David ar Gall…

War lec'hienn Al liamm ez eus bet renablet en tu all da 1 000 skrivagner, 1 157 evit bout resis, o doa bet tro da skrivañ pennadoù evit ar gelaouenn. Moaien zo bremañ, evit 15 euro ar bloaz, da gaout ur c'houmanant niverel. Gant ur skipailh efedus ha digor war ar bed e vez roet, bep bloaz, 800 pajennad da lenn e brezhoneg. Eizh den a zo e penn ar gevredigezh : Tudual Huon, ar prezidant, Herve Latimier, ar sekretour, ha Herve Huon, an teñzorer. Hag ur plac'h nemetken : Annaig Kervella. Gant ma vo ar skrivagnerien e brezhoneg o krouiñ oberennoù dibar er bloavezhioù da zont…

Setu ar re o deus lennet hag an destenn, da vezañ klokaet : Pierre-Emmanuel Marais, Lena Louarn, Annie Cosquer ("Hunvre Mona", Gurvan Cariou), Gireg Konan ("Ar varzhoniezh hag ar gwerzaouiñ", Maodez Glanndour), Stefan Moal ("Requiem evit ar brezhoneg", Goulc'han Kervella), Huguette Gaudart ("Gant ma tavo gwad an noz", Annaig Renault), Louis Bodivit ("E peoc'h an nevez-hañv", Per Denez), Gwenvred Latimier-Kervella ("Kof ar mor", Milio Latimier-Kervella)", Mai Ménardeau-Latimier (barzhoneg gant Erwan Kervella), Kiwa Menardeau-Latimier ("ar c'hazig"), Annaig Kervella ("Lila", Annaig Renault), Yann Fulup Dupuy ("Penaos e kollis ma fich glas", Gwilherm Jakesper), Mich Beyer ("Meulgan d'an nevezvrezhonegerien", Per Denez), Anna ar Beg ("Rebetiko", Kristian ar Bras); Gwenael Emelyanoff ("Oberenn-vrezel", Pere Calders, troet gant Gwenael Emelyanoff), Alain an Noac'h, Riwanon Kervella ("me zo dindan dec'h"), Bernez Tangi ("Nozvezh arkuz e beg an enezenn", Youenn Drezen), Mark Kerrain, Yann-Ewan Flageul ("Bezit mezo", Yann-Ber Piriou), Riwal Huon, Gwen-Ael ar C'helleg ("Botkanoù", Herve Bellec, troet gant Gwen-Ael ar C'helleg), Fanch Jestin ("Roll profourien"), Fulup Oillo, Garan an Intañv ("Marv an eostig", Jakez Konan), Maeleg an Intañv ("Pafnouti", Yann Gerven), Anna an Intanv ("al loar, tri haiku"gant Mai Ewen), Yveline an Intañv ("Fidelma", David R.Wooten, troet gant Herve Latimier), Paskal an Intañv ("En anv ar vignoniezh etre ar pobloù kelt", herve Bellec troet gant Sylvain Botrel), Malo Bouessel du Bourg ("Ar rozenn du", Roparz Hemon), Fanny Chauffin ("Daou dre gant", Milena Krebs), Solen Piriou, Loig Jade ha Yann-Fulup Dupuy ("Brezel ar Sivi", Rojer Brisson).

Voir aussi :