Bernez Tangi le 21 novembre 2009 au Festival du livre en Bretagne de Guérande.
Bernez Tangi le 21 novembre 2009 au Festival du livre en Bretagne de Guérande. © ABP

Evit lenn braventez ar bed e brezhoneg ...

Evit lenn braventez ar bed e brezhoneg, unan eus an daouzeg barzhoneg a zo bet embannet a-nevez e Festicelte, kazetenn gouelioù an Oriant (an “alibi” e brezhoneg, ma fell deoc\'h, n\'eus tra all ebet e brezhoneg, siwazh)


Mannawiddan

En noazh dirak ar mor

ur minaoued en e zorn

e oar digor\' an nor

ha lak\' an tan er forn

e vlev hir ha luziet

war e glopenn

ar gwez a zo diwisket

gant e lagad lemm.


Ul lamm war an traezh

ur spluj prim \'kreiz an houlenn

ha ne chom diwar-c\'horre

nemet ur c\'helc\'h spoum

diflistr\' a ra er-maez

gant bezhin \'n-dro d\'e c\'houg

gouleier ha liv douget gantañ

war e choug.


O ! ar banneoù dour

dindan an heol a luc\'h

\'vel steredennoù aour

enaouet da greisteiz

youc\'hal a ra d\'ar c\'houmoul

hag an avel \' c\'hwezh

e galon stok en e vruched

ar bed a bulluc\'h


War-sav dirak an heol

goustad \'n em lak da red\'

laboused en-dro dezhañ

a gan douster ar bed

pign\' a ra war ar reier

betek an tevenn

kouezhañ \' ra kreiz ar bleunioù

dizalanet-mik.


Gourvezet penn-da-benn

gant e valvennoù kloz

ar balafenned gwenn

a nij a-us d\'ar roz

an avel pa c\'houl\'

a deu da flour\' e groc\'henn

mestr eo war an doureier,

ar c\'houmoul, an tan


Ur youc\'h berr ha nerzhus

da gaout e gezeg-mor

lamm\' a ra war o c\'hein

\'vit kuitaat ar goudor

d\'an daoulamm ruz

hei ! hei ! hei ! davet an arnev

e ya da \'n em goll pell

\'touesk ar strak en donvor.


Bernez Tangi Rod an avelioù http://www.bernez-tangi.com/

evit ober anaoudegezh gant ar barzh, gant ur video.