A-benn disadorn e vo ur vanifestadeg nevez e Karaez evit ar brezhoneg. Gwelet e vo strollad Ai'ta! ur wech c'hoazh, met ouzhpenn manifestiñ a zo d'ober : evit mont war-raok da vat ez eus ezhomm da loc'hañ gant ul lusk nevez...
Stourm evit ar brezhoneg : poent cheñch penn d'ar vazh !
Emañ rannvro Breizh o paouez votiñ un c'henemglev war treuzkas ar brezhoneg ha diorren hor yezh er vuhez pemdez, da heul an Emglev evit Dazont Breizh bet sinet e 2013. N'ez eus en destenn-se tamm araokadenn ebet war-bouez un nebeut bruzhunoù hag hetoù didalvoud. Dav lavaret an traoù evel m'emaint : darbet eo bet deomp mont war-gil zoken. Anv a oa da skrivañ e vefe ret kaout ouzhpenn 15 bugel oadet etre 3 ha 5 bloaz evit digeriñ ur c'hlasad divyezhek nevez, met lemet eo bet ar skoilh-se d'ar poent diwezhañ a-drugarez da labour un nebeut re. Gant seurt reolenn e vefe bet dibosupl digeriñ an disterañ klas nevez, koulz lavaret.
Ma n'eo ket souezhus e chomfe bouzar ar Stad evit a sell ouzh hor yezh e tiskouez splann an emglev-se pegen divarrek eo bet an Emsav e-pad an daou vloaz paseet. N'eus bet den o heuliañ an afer-se a-dost dibaoe daou vloaz ha laosket eo bet an dilennidi d'ober o soubenn en o c'horn.
Pase poent eo sevel ar goulenn-mañ : perak n'eo ket posubl kaout e Breizh ar pezh a zo e lec'h all er Stad C'hall ?
Gant an emglev bet sinet etre ar Stad ha Strollegezh Korsika ez eus bet aozet dindan 7 vloaz ur c'helenn divyezhek evit an holl vugale, pe dost !
Da heul an emglev bet sinet e 2001 e Euskadi an Hanternoz ez eus bet diorroet kalzig ar c'helenn divyezhek betet tizhout un drederenn eus ar skolidi o teskiñ ar yezh.
An emglev bet sinet e Elzas e miz Meurzh 2015 a laka da bal tremen eus 13 % da 25 % a re yaouank o teskiñ elzaseg a-benn 2030.
E keit-se e chom truezus an traoù e Breizh p'emaomp c'hoazh gant ar pal a 20 000 bugel o teskiñ brezhoneg a-benn 2020, da lavaret eo 3% eus skolidi an akademiezh ! Na zisoñjomp ket e oa bet lakaet da bal gant politikerezh rannvro Breizh e 2004 tizhout al live-se a-benn 2010… Ur c'hwitadenn ouzhpenn !
Pase poent eo eta d'an holl dud a bled gant ar brezhoneg (kreizennoù kelenn d'an dud deuet, kevredigezhoù evit ar vugaligoù, ar c'hreizennoù dudi, tud ar mediaoù brezhonek, Diwan, kevredigezhoù kerent an hentennoù divyezhek - Dihun ha Div Yezh, sindikadoù ar gelennerien hag ar studierien, Tiez ar vro…) d'en em vodañ en ur framm nevez ne vo da bal nemetañ diorren ar brezhoneg dre grouiñ ul lusk nevez a c'hello kaout disoc'hoù pleustrek. Ur skouer a c'hellomp kemer harp warnañ eo an Euskal Konfederazioa a gaver e Euskadi an Hanternoz.
Evit reiñ un dazont d'ar brezhoneg eo pase poent e krogfe e-barzh en-dro an Emsav, a-unan !