Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Communiqué de presse -
Manifestadeg evit hor yezh hag hor sevenadur d'ar Sadorn 20 a viz Gwengolo 2008 e Naoned Tud Bro Rostrenn war an dachenn*
Diaesoc'h diaesañ digeriñ klasoù brezhoneg gant Diwan pe divyezhek er skolioù publik pe Gatolik, ha n'eus ket kalz a vugale o kaout un deskadurezh dre ar brezhoneg, pell omp da
Par H. Le Gall-Carré pour Skol Diwan Karaes le 8/09/08 15:59

Diaesoc'h diaesañ digeriñ klasoù brezhoneg gant Diwan pe divyezhek er skolioù publik pe Gatolik, ha n'eus ket kalz a vugale o kaout un deskadurezh dre ar brezhoneg, pell omp da gaout an 20 000 a vugale a oa da vezañ e klasoù divyezhek Breizh er bloavezh 2010, hervez raktres diorren yezh ar C'Huzul Rannvro.

Plas ar brezhoneg a zo ken dister all en tele : blaz ar re nebeut gant Frañs 3 Ouest hag aet eo da get « Dremmwel » an abadenn ziwezhañ en hor yezh a oa war TV Breizh. Ur radio a servij publik en brezhoneg gant France Bleu : n'eus ket kaoz da sevel unan er Vro.

Dont a ra da vezañ teñvaloc'h an oabl, ivez, eus tu hor sevenadur pa fell d'an Itron Christine Albanel ministrerezh ar sevenadur lakaat holl arzourien a-youl vat ar Vro da vezañ disklaeriet e-giz tud a vicher. Kement-se a soñj deomp a lakfe diaes, da vat, holl gouelioù Breizh ha sonerien ar bagadoù.

Kaout pemp departamant e Breizh, gant al Liger Atlantel enni, n'eus ket kaoz a-gement-se kennebeut.

Peogwir n'omp ket evit degemer seurt doareoù a-berzh ar Stad e c'houlennomp gant an holl dud a zo stag ouzh hor yezh hag hor sevenadur dont asambles ganeomp da vanifestiñ, e Naoned, d'ar Sadorn 20 a viz Gwengolo 2008.

Goul a reomp groñs gant ar Stad :
- ma vo dilezet ganti he soñj cheñch al lezenn a ren bed ar sonerien hag an arzourien a-youl vat.
- ma vo treuzkaset da Vreizh galloudoù hag arc'hant ma c'hello dilennidi ar C'huzul Rannvro hag ar Vretoned ober war-dro o yezh hag o sevenadur e Breizh.
- ma vo adstaget departamant al Liger Atlantel en-dro da Vreizh, e-giz ma vez goulennet gant Bretoned an departamant-se.

O vezañ holl asambles eo, e c'hellimp krediñ kaout kred d'un dazont gwelloc'h evit hor yezh hag hor sevenadur.

Ur c'harr-boutin a loc'ho eus Rostrenn da 11 e, plasenn ar Porzh-Moeloù, (tal-kichen Crédit Agricole). Eñskrivañ ha goût hiroc'h : 02 96 24 25 09

Evit Komite Rostrenn : Herve Ar Gall

Tud : Diwan, Div Yezh, Dihun ha Kelc'h Keltiek Rostrenn

(voir le site) ar FestiManif.

Voir aussi sur le même sujet : festimanif
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn