Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Kemper, 13 meurzh 2021. Diwan, Divyezh ha Diwaskell war al leurenn
Kemper, 13 meurzh 2021. Diwan, Divyezh ha Diwaskell war al leurenn
Kemper, 13 meurzh 2021. Skritell:
Kemper, 13 meurzh 2021. Skritell: "Laoski-ni da gelenn brezhoneg d'hon zud" / Laissez nous apprendre le breton à nos parents. Chadenn ar yezh adsavet deus ar vugale betek ar gerent.
Kemper, 13 meurzh 2021. Marc Le Fur  (vice-président de l'Assemblée nationale / eil-presidant Bodadeg vroadel)
Kemper, 13 meurzh 2021. Marc Le Fur (vice-président de l'Assemblée nationale / eil-presidant Bodadeg vroadel)
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Ronan Dantec, senedour Liger-Atlantel  / sénateur de Loire-Atlantique.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Ronan Dantec, senedour Liger-Atlantel / sénateur de Loire-Atlantique.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Paol Molac (kannad ar Morbihan). Ar c'helenn hag al lezenn.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Paol Molac (kannad ar Morbihan). Ar c'helenn hag al lezenn.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Kristian Troadeg, maer Karaez, gantañ ar skerb Breizh e livioù .
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Kristian Troadeg, maer Karaez, gantañ ar skerb Breizh e livioù .
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Sindikad SNES FSU.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Sindikad SNES FSU.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Sindikad CFDT.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Sindikad CFDT.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Sindikad CGT.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Sindikad CGT.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Skritell
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Skritell "Grit a-dreuz hag e raimp reuz" / Faites n'importe quoi et nous réagirons fortement. Lugan an devezh-mañ.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Kevread
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Kevread " Kevre" (Tangi Louarn) kensavet ar vanifestadeg gantan. Kevre, confédération, coorganisatrice.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Kevredigezh-Sonerion / fédération des Sonneurs et Danseurs. Ar bed sevenadurel ivez a oa war... al leurenn bolitikel!.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Kevredigezh-Sonerion / fédération des Sonneurs et Danseurs. Ar bed sevenadurel ivez a oa war... al leurenn bolitikel!.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Un récent twitt du Président Emmanuel Macron:
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Un récent twitt du Président Emmanuel Macron: "Les langues régionales jouent leur rôle dans l'enracinement qui fait la force des régions. Nous allons pérenniser leur enseignement" . Justement, y a plus qu'à..! / N'eus nemet en ober, just a-walc'h!
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Kelennomp. Association des professeurs de breton.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Kelennomp. Association des professeurs de breton.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Ar Redadeg ha Gouel Broadel Breizh.  Deux événements en lien avec la langue, attendus et confirmés en 2021. Pour la Redadeg (2020 kms), il reste des kilomètres à acheter.

Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Divyezh.   Diwan (Stéphanie Stoll a-dreñv)
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Divyezh. Diwan (Stéphanie Stoll a-dreñv)
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Kemper, prefeti Penn-ar-Bed ha kerbenn bro Gerne. Quimper préfecture du Finistère et capitale de la Cornouaille.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Kemper, prefeti Penn-ar-Bed ha kerbenn bro Gerne. Quimper préfecture du Finistère et capitale de la Cornouaille.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Dindan an disglavier, rener an ABP oc'h enrollañ videoioù!
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Dindan an disglavier, rener an ABP oc'h enrollañ videoioù!
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Giton Divaskell (skolioù privez),  a oa anavezet evel Dihun a-raok.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Giton Divaskell (skolioù privez), a oa anavezet evel Dihun a-raok.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Kevredigezh Divaskell (skolioù privez)
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Kevredigezh Divaskell (skolioù privez)
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  An tri
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. An tri "Di" unvanet, dorn ha dorn, evit difenn ha diorren kelenn ar brezhoneg!
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  Tamm bruderezh:
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Tamm bruderezh: "Evit an distro-skol, choajit ar brezhoneg". Plijadur a vo!
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021.  An dibunadeg.

Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Skritell:
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Skritell: "Pa vever evel deñved, e vezer touzet !" / Quand on vit comme des moutons, on est tondu! Trawalc'h! / Ca suffit!
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Affichette bilingue (jaimemescommerces-quimper.bzh):
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Affichette bilingue (jaimemescommerces-quimper.bzh): "Traoù eus ar vro a brenan!"
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Dibunadeg er straejoù.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Dibunadeg er straejoù.
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Dibunadeg er straejoù. Association Ai'ta!
Kemper manifestadeg, 13vet a viz Meurzh 2021. Dibunadeg er straejoù. Association Ai'ta!
Kemper, manifestadeg  evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg.

Kemper, manifestadeg  evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg.  Skritelloù divyezhek e kreiz-kêr.
Kemper, manifestadeg evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg. Skritelloù divyezhek e kreiz-kêr.
Kemper, manifestadeg  evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg.  En tu all da stêr Oded, ar Mirdi breizhek.
Kemper, manifestadeg evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg. En tu all da stêr Oded, ar Mirdi breizhek.
Kemper, manifestadeg  evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg. En tu all d'ar stêr Oded, an Iliz-Veur sant Kaourintin.
Kemper, manifestadeg evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg. En tu all d'ar stêr Oded, an Iliz-Veur sant Kaourintin.
Kemper, manifestadeg  evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg. Bugale Diwan e penn an dibunadeg.

Kemper, manifestadeg  evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg.  Sonerion.
Kemper, manifestadeg evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg. Sonerion.
Kemper, manifestadeg  evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg. .Ar mammoù hag ar maouezed.
Kemper, manifestadeg evit ar brezhoneg (13vet a viz meurzh 2021). Dibunadeg. .Ar mammoù hag ar maouezed.
Kemper, manifestadeg evit ar brezhoneg (13 a viz meurzh 2021). Dibunadeg. An tadoù.
Kemper, manifestadeg evit ar brezhoneg (13 a viz meurzh 2021). Dibunadeg. An tadoù.
- Reportage photos -
Ar vanifestadeg e Kemper: lezenn ha kelenn
5.000 a dud o vanifestiñ e Kemper evit ar Brezhoneg. Kaier fotoioù. MAJ
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 13/03/21 23:19

Daoust d'ar glav, d'ar barradoù-avel... 5.000 a dud a oa deuet da vanifestiñ disadorn d'abardaez, e kreizig-kêr Kemper (etre an Iliz-veur hag an Ti-kêr) evit goulenn groñs ma vo digoret dorioù dazont ar brezhoneg.

Ouzh ar mikro o deus kaozet tudennoù politikel a-bep-tu, kalz a nerzh en o mouez (e brezhoneg, pe e galleg, pe eil hag eben). Ma oa bodet holl nerzhioù Breizh amañ ez eo rak emañ ar yezh en arvar, da heul divizoù melestradurel digomprenus krenn!

Ar c'helenn koulz hag al lezenn

Daou boent zo ma c'hello dazont ar yezh bezañ diazezet warne:

. ar c'helenn

. al lezenn

A-zivout ar c'helenn: goulennet eo ma vo savet un emglev stad-rannvro a-nevez, evel ma oa betek-henn. Ha ma vo ar skolioù, skolachoù ha liseoù arc'hantouet a-walc'h evit kinnig d'an holl a fello dezho ur c'helenn e brezhoneg (an tri "Di" o vezañ bremañ: Diwan, Divyezh, Divaskell, da heul Dihun).

A-zivout raktres al lezenn diwar ar yezhoù rannvroel: degemeret eo gant ar Sened dija. Goulennet eo ma vo votet gant ar gannaded (Bodadeg vroadel) holl poenchoù ar raktres rik hep cheñchamant ebet (Paol Molac). Ken pouezus eo an afer-se. Anavezet e vo an disorc'h a-benn an 8vet a viz Ebrel.

"Brezhoneg, yezh ma c'halon"

Berrig-berr: bravañ skritellig am eus gwelet e daouarn ur bugel: "Brezhoneg, yezh ma c'halon".

Gwelet kaier a 40 luc'hskeudenn.

Gwelet ivez pennad Philippe Argouarc'h ( voir notre article ) evit ar videoioù:

Addendum 2021/03/16

Setu skrid eus komzadenn Paul Molac (0.15 mn - 2.04 mn)

Ur blijadur eo gwelet ac’hanoc’h ahe, dindan skeud tour Sant Kaourintin. Perak ? Peogwir hep nerzh ar bobl tout ar pezh a vez graet gant an dilennidi ne servij ket da galz a dra. Ahe, mont evit daou dra hag a zo pouezhus :

.> Al Lezenn a vo er Breujoù, d’an eizh a viz Ebrel a zo o tont. Tri zra a zo e-barzh, hag a zo pouezus :

Ar frejoù-skol evit Diwan ;

Kinnig ar yezhoù-bihan en un doare hollek war an tiriad ;

Hag evit echuiñ, e viche graet ha lakaat e pleustr traoù efedus evit deskiñ ar yezh, da lavarout eo ar « soubidigezh ».

Ahe, tri zra hag a zo pouezus.

.> Hag, evel just, an Emglev goude, hag a vo sinet gant ar Stad hag ar Rannvro, a vo evit lakaat pep tra e pleustr.

Peogwir…ret eo displeg penaos e vez lakaet tout an dra-se war an dachenn. Setu perak an daou a zo liammet, a-benn ar fin. Ha ma ne vichec’h ket c’hwi amañ e Kemper, evel-just ne viche netra ebet. Ma ne viche ket (deus) ar re o doa kroget ouzhpenn hanter-kant vloaz (zo) evit kas an traoù war-raok, ne viche ket deus an dra-se.

Lakaet hon eus Bro-C’hall da vrallañ war an diazezoù a oa ar yezh…unan nemetken. Hag ahe, pouezus eo. Peogwir tout ar pezh hon eus graet a ya hag a vo efedusoc’h-efedusañ.

Tro lavar e brezhoneg

« Gra da dañvad hag e vi touzet »

Brezhoneg komzet

A-wechoù e c’hell bezañ ar yezh gomzet un tammig disheñvelig diouzh hini skrivet. Skouerioù :

. « ahe », distagadur all : « ‘han ze / ac’hann se . « mot du registre strictement oral pouvant être traduit par : eh bien… , ce mot permet d’enchainer deux idées, à mesure que la pensée du locuteur se développe». Selaou, selaou, le breton tel qu’on le parle avec le ton et les sons, Mona Bouzeg, Staj brezhoneg Koad-Pin, 2007 eil embannadur.

. « viche » a dalv ar gerioù: « vefe » pe « vije ». Pe c'hoaz ur ger all: « veze», e KLT standard. En-dro ar frazenn, pe ar sujed ma vezer o kontañ kaoz diwarnañ, a lakaio da gomprenn. Meur a ali (bro Gerne) diwar-benn-se :

.> Brezhonegomp ! II, T. Kalvez, Skol-Uhel ar Vro, 2013, « ce temps [conditionnel passé en -je] n’est pas d’usage dans le parler cornouaillais »

.> Brezhoneg pell ha fonnus, YB Kemener, Skol Vreizh, 2011

. présent du conditionnel (gallus) : -fe

. passé du conditionnel (dic’hallus) :-je , exprime le regret d’une action qui n’a pu se réaliser.

.> Komzom Brezoneg, II, J. Tricoire , Emgleo Breiz,1996.

« .../... une enquête personnelle en 1957 nous a montré qu’il y avait toujours lieu de maintenir une distinction entre le conditionnel en -fe et celui en -je, cette distinction étant suffisamment nette sur une grande partie du territoire bretonnant (Haute-Cornouaille et Trégor en particulier).../... »

. > Ur skouerenn hag a ziskouez mat an diforc'h etre -fe (hirio) ha -je (dec'h, warlene, gwechall-gozh). Frazennig tennet eus Aviel an devezh:

«E gwirionez, m'ho pije kredet e Moizez e kredfec'h ennon ivez, rak diwar va fenn e-neus skrivet.» Yann 5,46

10 abeg evit manifestiñ

Diwan https://www.diwan.bzh/documents/409

Voir aussi :
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons