328 vues

O prientiñ hardi ar vanifestadeg emañ ar vrezhonegerien... gant ma raio berzh

O prientiñ hardi ar vanifestadeg emañ ar vrezhonegerien... gant ma raio berzh !


Ijin ha fent eus tu ar re yaouank (skipailh Setu, liseidi Diwan e niverenn Ya ! nevez embannet), brezel diabarzh eus tu ar re goshañ gant pannelloù Ai'ta e kreiz ar reuz...

Gant ma vo niverus an dud o tont, familhoù Diwan, Div Yezh ha Dihun mesket, tud a bep seurt, gant ur pal hepken : komz brezhoneg bemdez, reiñ un dalvoudegezh d'ar yezh ha gwirioù dezhi !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....