
Skeudennaouet gant Maël Verot. Dilun em boa kavet un arzh du oc'h evañ dour... Dimeurzh em boa kavet
Mammig zo droug enni gant Mark Kerrain, skeudennaouet gant Maël Verot.Dilun em boa kavet un arzh du oc'h evañ dour e-barzh ar yenerez. Sec'hed en doa marteze. Ha me am boa soñjet : « Pegen souezhus ! Pegen iskis ! Un arzh du e-barzh ar yenerez ! » [...] Dimeurzh em boa kavet ur vuoc'h o tebriñ bara war an daol e-barzh ar gegin. Naon he doa marteze. Ha me am boa soñjet : « Pegen souezhus ! Pegen iskis ! Ur vuoc'h o tebriñ bara ! » Neuze em boa kemeret ar vuoc'h ha lakaet anezhi war ma gwele da gousket c'hwek.[...] Poent eo da Nolwenn renkañ he c'hoarielloù met strewet int un tamm pep lec'h en ti ha, bemdez, e kav unan anezhe oc'h ober un dra souezhus. D'al Lun emañ an arz e-barzh ar yenerez oc'h evañ dour ; d'ar Meurzh emañ ar vuoc'h o tebriñ bara war an daol e-barzh ar gegin ; d'ar Merc'her emañ ar c'hrokodil o'n em walc'hiñ e-barzh ar gibell ;... Un digarez eo an istor ivez evit menegiñ ha deskiñ devezhioù ar sizhun. 18 p. ; 14,8 x 21 cm 4 € ISBN : 979-10-90456-02-0
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !