Malo Bouëssel du Bourg (Produet e Breizh hag ekonomiezh) - Pennad Kaoz

Réalisation : Brezhoweb – 844 vues

Gant Malo Bouëssel du Bourg 'vo lakaet ar gaoz war cheñchamantoù marc'had al labour-douar, an troc'h ekonomikel etre Breizh-izel ha Breizh-uhel ha traoù all.

Rener Produet e Breizh eo Malo Bouëssel du Bourg ha barrek eo war an ekonomiezh. Anavezout 'ra mat mont en-dro an embregerezhioù e Breizh.

Ar gevredigezh Produet e Breizh gant he logo tour-tan a zo kresket-mat abaoe m'eo deuet Malo Bouëssel du Bourg e penn an aozadur 12 vloaz 'zo.
Hiziv an deiz ez eus ouzhpenn 500 embregerezh ha 110 000 den ezel eus ar gevredigezh.

Stank eo an abadenn ha peadra zo henni evit kompren gwelloc'h ar bed ekonomikel e Breizh.Stank eo an abadenn ha peadra zo henni evit kompren gwelloc'h ar bed ekonomikel e Breizh. © photographe

Ur gevredigezh pouezus eo neuze Produet e Breizh ha poent 'oa deomp ober ar poent war diorroadur ar gevredigezh met ivez war an doare m'en deus cheñchet ekonomiezh ar vro en dek vloaz diwezhañ.

Lakaet e vo er Pennad kaoz-mañ ar gaoz war cheñchamantoù marc'had al labour-douar, diorren bed ar servijoù e Breizh, kresk ar prizioù e Breizh, efed ar brezel en Ukraina war ekonomiezh Breizh ha logo nevez ar gevredigezh...

An abadenn Pennad Kaoz a zo savet gant Brezhoweb ha lusket gant Lionel Buannic

Istitlet e brezhoneg.