E-sell digeriñ un eil hentenn divyezhek e Brest a-benn miz Gwengolo 2012 e oa bet lakaet un niver a bemzek bugel oajet a dri bloaz da vihannañ. Dre ma tostaer

E-sell digeriñ un eil hentenn divyezhek e Brest a-benn miz Gwengolo 2012 e oa bet lakaet un niver a bemzek bugel oajet a dri bloaz da vihannañ. Dre ma tostaer d'al linenn echu evit an enskrivadurioù e ra selvijoù an ti-kêr ur gont a pevarzek bugel en oad-se.

Pemp mousig all a zo prest ivez, nemet daou vloaz int, ar pezh a laka anezho er-maez eus ar gontadenn giz nevez.

Mall bras a zo enta e tegouezhfe UR bugel all da nebeutañ a-benn dilun 23 pa vo klozet an enskrivadurioù gant an ti-kêr.

Digwener ivez da 6e noz e vo digoret ar c'houlzad kelaouiñ a-ziwar an divyezhegezh war an abred, dindan lañs ar c'huzul departamant, ar c'huzul rannvro hag ar gevredigezh Divskouarn. E Sal ar Stella e Lambezelleg e vo degemeret an neb a garfe gouzout hiroc'h diwar-benn un hentenn deskiñ hag az a war gresk a vloaz da vloaz. Prezegennet vo gant Pascale Blanche, anezhi kelennerez psikologiezh e Skol Veur Brest. Kanet ha dañset vo e meur a yezh gant Lucia Farella. Evit echuiñ e vo ur banne hini dous da gaout.

Gwelloc'h d'an aozerien kaout enskrivadurioù an abretañ ar gwellañ, bihannik ar sal : bilinguisme-precoce@cg29.fr