Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Interview -
Mai Ewen, skrivagnerez eizh romant Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz
Priz Imram 2011, barzhez ha skrivagnerez a stourm evit ur brezhoneg bev
Fanny Chauffin pour ABP le 13/10/12 13:46

Priz Imram 2011, barzhez ha skrivagnerez a stourm evit ur brezhoneg bev

ABP- Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ? Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ? Ar muiañ a labour ?

Mai-Ewen - 5 evit PAY ha 3 evit evit PAV (ha daou asambles gant skrivagnerien all). "Tri fenn melegan" ha "Kevrin an Enezenn" : plijadur met poan ivez, rak tost a-walc'h ouzh ar pezh bevet ganin e-pad pennadoù ma buhez. An hini startañ : an hini kentañ (Hanvezhioù), rak n'ouzen ket ar pezh a c'hallfe plijout d'ar grennarded.

ABP- Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?

Mai Ewen - Ya, er skolioù evit displegañ petra eo un haiku ha komz deus ma levrioù PAV, er skolaj Lann-er-Ster, hag er Skolaj Kemper....hag e koad Koadloc'h zoken !

ABP- Peseurt raktresoù zo war ar stern ganeoc'h ?

Mai-Ewen- Ul levrig hag a vo kinniget da PAV 2013 (ma vo kendalc'het gant ar prizioù-se !) A hend-all e strivan da lakaat urzh em "oberennoù", regiñ evit bout devet traoù kavet didalvoud ganin, ha derc'hel traouigoù hag e c'hellfe bout gwellaet ?

ABP- Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ? Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?

Mai Ewen - Evel-just ! Ha chom ' ra 5 pe 6 da lenn c'hoazh (dreist-holl ar re a vo kinniget evit Saloñs Karaez.)

Se, ne lârin ket ! memes ma zo kalz dioutu plijus ken-ken !

ABP- Deizh ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?

Mai-Ewen - Skrivit, skrivit, skrivit ma blij deoc'h skrivañ - ha skrivañ traoù hag a blij deoc'h-c'hwi ! Ha gant un tammig chañs e vo kavet ganeoc'h un embanner, hag ul lod a lennerien, ul lodig zoken, hag a garo ar pezh ho peus skrivet !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons