Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Agenda -
MAGOURI VRASAÑ DIVYEZHEK BREZHONEG-GALLEG BREIZH A ZIGORO E 2018 E ROAZHON
Ar C’huzul-merañ, izili burev Neizhig, Kêr Roazhon, Divskouarn hag Ofis publik ar brezhoneg, zo laouen o reiñ deoc’h da c’houzout e tigoro magouri vrasañ divyezhek brezhoneg-galleg Breizh e Roazhon a-benn trimiziad 1añ 2018.
Par Claire Corre pour Neizhig le 31/05/17 9:00

Ar vagouri divyezhek brezhoneg-galleg a zigoro e trimiziad 1añ 2018 e Roazhon

Ar C’huzul-merañ, izili burev Neizhig, Kêr Roazhon, Divskouarn hag Ofis publik ar brezhoneg, zo laouen o reiñ deoc’h da c’houzout e tigoro magouri vrasañ divyezhek brezhoneg-galleg Breizh e Roazhon a-benn trimiziad 1añ 2018.

Da bep distro-skol e welomp, e kêr Roazhon, e vez muioc’h-mui a gerent hag a zibab skoliata o bugale e-barzh an hentadoù divyezhek brezhoneg-galleg ha kement-se adalek ar skol-vamm.

Kêr Roazhon, harpet war he rouedad skolioù divyezhek efedus, ne ginnige, koulskoude, lec’h degemer bugaligoù ebet daoust m’emañ el lusk roet d’an divyezhegezh brezhoneg-galleg ha ma’z eus ur goulenn kreñv er gevredigezh. O welet e oa un ezhomm eo deuet ar soñj da zigeriñ ur framm degemer divyezhek brezhoneg-galleg e Roazhon gant statud ur gevredigezh.

Diwar atiz ar gevredigezh Divskouarn, ur gevredigezh hag a labour evit kas ar brezhoneg war-raok a-raok ar skoliata hag Ofis publik ar brezhoneg, en doa lakaet ur strollad labour kalz a boan neuze evit sevel ur vagouri divyezhek brezhoneg-galleg e Roazhon : Groupe de travail crèche bilingue breton-français - Strollad labour magouri divyezhek brezhoneg-galleg. E miz Meurzh 2015 e oa en em unanet an dud a oa en emvod kentañ ha krouet o doa « Neizhig ».

Goude daou vloaz hepken ha goude bezañ labouret a-dost gant servijoù Renerezh ar Vugaligoù Kêr Roazhon,

eo laouen skipailh Neizhig, Kêr Roazhon, Divskouarn hag Ofis publik ar brezhoneg, o reiñ deoc’h da c’houzout e tigoro magouri vrasañ divyezhek brezhoneg-galleg Breizh e Roazhon a-benn trimiziad 1añ 2018.

Betek 16 bugel a c’hallo bezañ degemeret en 81 boulouard Alberzh 1añ, e karter Brekiniou.

Kroget e vo da duta implijidi en diskar-amzer. Ret e vo d’an implijidi kaout an div varregezh-mañ war un dro : bugaligoù ha brezhoneg

Meret e vez an ti gant ur gevredigezh met ar plasoù a vez roet dre hanterouriezh ar Steredenn - L’Étoile, hervez an dezverkoù e talvoud evit magourioù all Roazhon.

Voir aussi sur le même sujet : Neizhig, crèche, en breton
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons