Euz Enez Vanao ho-peus bet klevet komz, moarvad ? An enezenn-ze, deg gwech bihannoh evid eun departamant euz Breiz, hag a zo hanter-hent etre Iwerzon ha Bro-Skos. Unan euz ar c'hweh bro geltieg ! Bet eo bet Edward Faragher ar skrivagner pobleg nemetañ hag e oa ar manaveg e yez-vamm. Ar re o-deus bet skrivet e manaveg goude, eo bet desket ar yez gante. Skrivet e-neus eñ e...

Euz Enez Vanao ho-peus bet klevet komz, moarvad ? An enezenn-ze, deg gwech bihannoh evid eun departamant euz Breiz, hag a zo hanter-hent etre Iwerzon ha Bro-Skos. Unan euz ar c'hweh bro geltieg !

Bet eo bet Edward Faragher ar skrivagner pobleg nemetañ hag e oa ar manaveg e yez-vamm. Ar re o-deus bet skrivet e manaveg goude, eo bet desket ar yez gante. Skrivet e-neus eñ e yez e vro, ha felled a ree dezañ adsevel anezi, d'ar mare ma oa ar saozneg o holoi an enezenn “e-giz houlennou ar mor”, emezañ.

Faragher a jom eun oberenn a dalvoudegez war e lerh. E skridou a zo eun testeni dispar diwar-benn an doareou-beva hag ar sevenadur en Enez Vanao. Komz a ra euz boudiged ha ramzed, mez ivez euz pesketa harinked, euz doareou ar vartoloded, euz peizanted piz na roent ket kalz a hopr d'o micherourien, euz kredennou ha giziou e genvroiz… Eun testeni gwirion eo, a-berz eur pesketaer koz a-zivoud an dud vunud en Enez-Vanao.

Biskoaz ne oa bet embannet skridou Edward Faragher evid c'hoaz. Troet int bet e brezoneg gand Padrig ar Besko, doktor a liziri, hag e-neus bet embannet dija eul leor evid deski ar manaveg. Dastumet e-neus an testennou e levraoueg Doolish en Enez-Vanao, hag e Manchester e Bro-Zaoz, e leh m'eo marvet E. Faragher e 1907.

Éditions Emgleo Breiz

"Emgleo Breiz" édite en breton non unifié des nouvelles d'inspiration fantastique ainsi que des études sur des sujets rarement abordés en breton mais dont le caractère demeure profondément de chez nous.
Emgleo Breizh a été créé il y a 50 ans pour œuvrer à la promotion de la langue bretonne dans tous les domaines.

10 rue de Quimper
29200 Brest
Tél/Fax : 02 98 02 68 17 En savoir plus