Kongo, c'hwec'h mizvezh emrenerezh ...

Kongo, c'hwec'h miz emrenerezh...

Start ar film, kriz ha laouen war un dro. Kregiñ hag echuiñ a ra gant bourevien o teviñ tamm ha tamm korf Patrice Lumumba troc'het e tammoù, devet betek an tamm dilhad diwezhañ, ha mouezh an arroz o lavarout : "ne lavarit ket dezho penaos on marvet. Perak o deus kement hag aon evit lakaat ma c'horf da vont da netra ? Perak ?"

Kontet e vez barzh ar film-mañ pegen diaes e oa (hag eo) evit ur vro aloubet gallout kaout e emrenerezh, pa vez an arme bro Belgia a chome, pa oa an URSS, komunisted a-enep Europa ha Stadoù Unanet o lodenniñ ar bed. Pa soñjer eo ar vro gentañ gant e emrenerezh, Haiti, bro baourañ ar bed hiziv an deiz. Ne blij ket d'an alouberien koll ar rogad ...

Erruet e oa Lumumba re abred, heuliet gant tri Mobutu, diktatourien a asant gant an holl embregerezhioù bedel ober ar pezh o deus c'hoant ...

Met hiziv c'hoazh e vez ur bern tud oc'h enoriñ Lumumba, prest evel ur bern tud all o deus stourmet gantañ da vervel evit frankiz e vro, un den a gomze brav.

Met ne c'helle ket stourm a-enep tud prest da lazhañ forzh piv evit mirout ur vro gant kement a aour, diamantoù, manganez, pinvidegezhioù ha sklaverien war un dro ...

En Afrika ar Su, lakaet o deus 800 bugel e Soweto ha 26 bloavezh toull bac'h Mandela rod an istor da dreiñ. Met n'eo ket echu stourm ar re baour ha gwasket er bed.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....