Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
150 personnes à l'Université d'été du Festival.
150 personnes à l'Université d'été du Festival.
- Conference debat -
Lukian Kergoat : yezh hag identelezh, un istor da adlenn
Piv a c'hell lavarout e peseurt stad emañ hor yezh, ar brezhoneg, ma n'eo ket Lukian ? Siwazh e oa graet ar brezegenn e galleg, diaes da grediñ ma vefemp bet e bro Gembre, Galisia, Skos, Iwerzhon... yezhoù etrekletiek, n'int ket ?
Par Fanny Chauffin pour ABP le 11/08/10 16:48

Atav ken plijus eo selaou ar mestr skol veur, yezhour, sot gant istor ar brezhoneg. En Oriant e oa evit skol veur an hañv, aozet gant Skol Uhel ar vro, ha prientet gant Padrig Malrieu.

Daoust d'an danvez a oa fonnus-kenañ, en doa kontet an den istor e vugaleaj : penaos e oa, pa oa en e skol an hanter deus ar vugale o komz brezhoneg er gêr, pa oa al Lukian yaouank o vrezhonekaat e pep lec'h, war hent ar skol, gant ar mignoned en tren. Met ur wech degouezhet en ti-gar Kemper dav e oa cheñch yezh. Un taol ilin gant ur mignon en e gof: “ne faot ket deoc'h komz brezhoneg, dav eo preg galleg, yezh kêr mod-all 'vo ket moien merc'hetañ er sinema !”

Marteze eo abalamour da-se eo deuet da vezañ Lukian ur stourmer evit ar brezhoneg. Kredapl bras. Desavet en doa e vugale e brezhoneg ivez. Hag evitañ eo tost a-walc'h ar brezhoneg ouzh ar yezhoù bihan all er bed : Island (300 000 den), Bro Gembre (600 000), Skos (50 000),Bro Euskadi (600 000), Iwerzhon (350 000), Luksemburg (300 000)...

Digor eo an dazont evit ar brezhoneg daoust d'an niver bras a vrezhonegerien a varv bemdez : 56vet yezh evit ar pennadoù kaset da Wikipedia (e touez 260 yezh), abadennoù war Internet, kleweled (4 radio, 2 unyezhek).

Mont a ra a-enep raksoñjoù :

– Breizh divyezhek ? Aboe pell ! E Grennamzer e oa liezyezhek Breizh gant ar brezhoneg, ar roman, al latin ...

– Ar brezhoneg, yezh gozh ? An holl yezhoù zo kozh, n'eus nemet an esperanto a zo yaouank.

– Ar brezhoneg, yezh ar re gozh ? Met komzet e vez gant ar re yaouank hiziv an dud, n'int ket niverus a-walc'h, met gouest int da eskemm etrezoc'h ha da implij gerioù nevez evit komz deus ar vuhez a-vremañ.

Adlenn a ra an istor, ha lakaat a ra mare dispac'h ar vezh, gant ur yezh gwelet gwechall evel yezh ar re uhel o spered hag o sevenadur, ha war lerc'h evel yezh ar beisanted, yezh an amzer dremenet.

An eil dispac'h a zo ekonomikel, “Les trente glorieuses” gant Breizh o adsevel, gant un ekonomiezh a ya war raok, labourerien douar, uzinioù ...

Ha bremañ an trede dispac'h, dispac'h an identelezh gant “A l'aise Breizh”, ar zantimant kaout ur sevenadur disheñvel deus ar re all, ur binvidigezh ... “Be Breizh”, evel e vez lavaret gant Komite Touristelezh ar Rannvro.

Er sal, o klemm emañ Yann Meur : “ya, met ar re yaouank n'int ket gouest da gompren ar re gozh...”

N'eo ket gwir atav, e pep lec'h e vez doareoù disheñvel da labourat. Pa vez ur skolaer o soursial deus yezh ar vro, e vez kejet gant brezhonegerien a -vihanig. E bro Leon eo aes d'ar vugale mont e darempred gant tud a gomz goustad an hevelep yezh ha hini komzet er skol.

Ar pep pouezusañ eo ar striv a vez graet deus pep tu : gallout a ra ar re gozh tostaat ouzh ar “brezhoneg standard” o klask lenn ar gazetenn, o selaou ar radio ... hag ar re yaouank a c'hell ivez dre Internet, gant mignoned, lakaat o zamm brezhoneg da vezañ pinvidikoc'h ha tostoc'h ouzh yezh ar vro. Met hiziv an deiz e vez kejet dre Internet, dre bellgomz, komzet e vez brezhoneg muioc'h mui e ker. Tabut er sal, Tud Diwan ha tud Divyezh a respont : "gouest eo ar vugale da cheñch yezh, d'ober goap ouzh brezhoneg ar re gozh, gant un taol-mouezh dispar". Piv zo o c'hoari gant piv ?

Ha Lukian da lakaat ar sal da c'hoarzhin gant ur frazenn a vremañ : “Kemer da logodenn evit klikañ war roll ostilhoù ar meuz”, ha frazenn e vamm-gozh diwar ar falc'h a veze implijet gwechall, diposubl da gompren gant brezhonegerien a-vihanig ... a-vremañ.

Gant ma vo klevet Lukian muioc'h mui e lec'hioù 'zo a gred eo ar brezhoneg ur yezh n'he deus ket da fiñval, da grouiñ, da vezañ ur pont evit ma vefe laouen ar re yaouank, hag ar re forzh peseurt oad ganto da gaout plijadur asambles... e brezhoneg.

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1274 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons