Labourer douar, pesketaer, gward evit tud pinvidik Naoned, gouest da sevel "mouches" gant pluennoù pabor, blev pimoc'h-gouez, ha dreist-holl da besketañ betek 25 eog ("samonn", giz 'vez lavaret gantañ), Louis

Labourer douar, pesketaer, gward evit tud pinvidik Naoned, gouest da sevel "mouches" gant pluennoù pabor, blev pimoc'h-gouez, ha dreist-holl da besketañ betek 25 eog ("samonn", giz 'vez lavaret gantañ), Louis Posteg a zo plijus da zaremprediñ, prest da gontañ e istor, ar c'honje war ar sant Barth e Brest, ar vedalenn aour tapet pa oa o saveteiñ ur paour kaezh den oc'h en em veuziñ b'an Elle, e kichen Reier an Diaoul. Yac'h-pesk eo Louis, 83 bloaz, al lagad glas atav o vousc'hoarzhin ...

Tremenet eo an amzer. Bremañ, n'eus ket mui kement a besked en Elle, pa soñjer e oa gouest ugent vloaz 'zo da zegas d'ar gêr betek 20 dluzh ! Hag evitañ e vo falloc'h fallañ en amzer da zont ...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....