Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Loeiz Herrieu, Nedeleg 1914
Lizher ur soudard nevez erruet eo al lizher-mañ : divin a ra al lenner soñj Loeiza. Perak n'eo ket bet reformet Loeiz ?
Fanny Chauffin Par Kerne Multimédia le 24/02/17 15:11
:
Réalisation :

ABP- Divin a ra al lenner soñj Loeiza a-dreñv respont he gwaz : ha ne vehe ket tu dezhañ goulenn bout reformet ? Pe klask bout lakaet en ul lec'h dizañjerusoc'h ? Posupl e oa ober kement-se ?

Daniel Carré : Klask ober a oa posupl; donet da benn ag e daol a oa un afer arall ! ... Abaoe 5 miz emañ kroget ar brezel. Ha sklaer eo daet da vout d'an holl n'eo ket ur c'hoari : lazhet a zo bet dija kant miliadoù a dud ! ... Setu e klask lod tenn a-dreñv : bout reformet, tapout ul lec'h sioul, pellaat a zoc'h an dañjer. Hag ar c'hoant-se a vez kavet muioc'h c'hoazh e-mesk ar soudarded "kozh" - Loeiz a zo 35 bloaz e 1914; tud dimezet int, bugale dezhe... Tremen a reont dirak ar gomision, met ken bras eo an ezhomm a dud er brezel ma talc'her al lod brasañ anezhe en despet d'o sioù, d'o drougoù... A-wezhoù zoken en em gavont falloc'h goude bout klasket cheñch lec'h, klasket c'hoari o c'hlañv; ar pezh a lâr Loeiz just a-walc'h a-zivout ar re a oa daet da benn a chom en Oriant pa oa bet savet ar rejimant ha kaset davct Pariz e dibenn miz Eost... O rejimant, ar 88° RI.T., ne oa ket sañset dezhañ en em gavet biken dirak an enebour : re gozh e oa ar wazed-se (etre 32 ha 40 vloaz) evit bout lakaet d'ober gwir vrezel (tenniñ, fardiñ...). Karg ar rejimant a oa difenn an oadoù etre An Oriant ha Brest ! ... An doare ma troio an traoù er Reter e-pad sizhunvezhioù eil lodenn miz Eost ha penn kentañ Gwengolo a vo kaoz ma vo galvet, ag un deiz d'an all, al lodenn anezhañ chomet e Plañvour da vonet da gostez Pariz.

ABP - Ar ruskenn da evezhiañ a vez meneget gant Loeiz. Titl an dastumad lizhiri embannet ganeoc'h a zo "Nag ar gwennan". Abalamour da betra ?

D. C. : Meur a rezon zo. Ar gwenan a zo loened arouezus-bras evit ur c'hristen evel Loeiz hag a gred sonn er bed kroueet parfet get Doue : pep gwenanenn he deus he lec'h, he c'harg, ober a ra he dever hep klemm na hep klask chikan doc'h ar re arall, labourat a ra evit mad an holl ruskennad. Arouez ar bed parfet ! Karantez en deus Loeiz evit e wenan... Lies e komz anezhe, e c'houlenn o doare get Loeiza; kalz liesoc'h eget na gomz ag ar saout...

Ret eo ivez soñjal en o emzalc'h : en em denn a reont barzh ar ruskenn pa erru ar fall amzer, beviñ a reont warne o unan, kontiñ a reont warne-o-unan; pa zistro an nevez-hañv, pa splann an heol, pa vez muioc'h a wrez en amzer e kuitont o ruskenn evit derc'hel get o buhez. Hag, evit Loeiz, ar brezel a zo da welet un tammig evel-se : ur barentezenn, ur prantad fall amzer... Evel ar gwenan er ruskenn, e rankont, eñ hag e re, ober o seizh gwellañ evit padout, evit treuziñ ar barrad gwall amzer kent gwelet ar peoc'h é tigor dezhe an nor àr an nevez-amzer adkavet...

ABP - Buhez pemdez a zo el lizher ivez : "chadenn merglet ar velo", urzhioù a veze roet disehan el lizhiri da Loeiza gant Loeiz. Hag e veze graet pep tra ganti ?

D. C. : Amañ, el lizher-mañ, eh eus kement a draoù goulennet unan àr-lerc'h an arall ma seblant d'al lennour en em gavout dirak urzhioù, gwir eo. Ret eo kompren emañ aze é respont da veur a lizher àr-un-dro : ar barrennigoù en diskouez splann; kement-se a zo kaoz hon eus ar santimant-se. E gwirionez, n'eo ket kement-se urzhioù a vez roet get Loeiz d'e wreg; alioù, goulennoù kentoc'h. Ne ra kazimant james get an doare gourc'hemen-rik. «Mar chom amzer genoc'h... Mat e vehe deoc'h ... Mar gellit... Pa vo tu deoc'h...» Lâromp eh eus kalz a draoù na oui ket Loeiza penn dezhe e 1914 : ar sistr, ar mekanikoù, ar gwenan, penaos implij an "densimètre"... Kement-se a oa tachenn ar gwaz. Ret eo enta sikour geti, hec'h alijiñ. Harp a gav sur get he zud-kaer (emaint é chom just e-talti), met Loeiz a oar ne blij ket kement-se d'e dad rac'h ar pezh a zo ... "brikolaj".

Lakaomp personnelezh Loeiz en afer ivez: "perfectionniste" eo an den, aheurtet a walc'h en e soñj. Setu, pa c'houlenn un dra e faot dezhañ goût buan a-walc'h penn d'ar pezh en deus goulennet ma ne vez ket roet doare dezhañ ag an afer. Meur a wezh e vo komz ag ar velo-se e-pad ar brezel, ag ar "poulie différentielle"... Ur pezh a vekanik e oa, e gwirionez; prenet en doa ar marc'h-houarn-se e 1904, get an argant en doa bet get an Ouest-Eclair evit ar pennadoù a save - a laer-kaer : soudard e oa ! - evit ar gazetenn a-zivout buhez porzh brezel An Oriant (bagoù é kuitaat, batimantoù ec'h arru...). Daet e oa àr-eeun a vManufrance, St-Etienne ! ... War ar velo-se eo e ray e droiadoù dre parrezioù bro Wened etre 1906 ha 1909.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons