Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Chronique -
Loeiz Herrieu e 1918 : lizher miz C'hwevrer
Pempvet pennad kaoz gant Daniel Carré
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 19/03/17 18:03
:

Atav ken interessant eo mont don 'barzh eskemm lizhiri etre Loeiz ha Loeiza. Penaos e vefe doujet ouzh ar re oa e penn an arme, penaos, tamm ha tamm, e oa bet pellaet Loeiz eus buhez e familh...

ABP – Dichek e oa un tamm doare Loeiz da gomz diwar an ofiserien a oa a-dreistañ : c'hwiled a gred «e sav an heol e toull o revr » ! ... Ur stumm disentedigezh ?

Daniel Carré - Arabat monet ken pell-se ! N'eo ket disentidigezh : Loeiz a sento da volontez ar c'hapiten nevez anvet e penn ar gompagnonezh; evel en deus sentet d'ar re a oa daet en e-raok. E zever eo, setu. Ne c'hell ket treiñ diwar gement-se. Krozmolat a ra, fallgontant eo peogwir e kav gentañ n'eus ket rezon ebet da c'houlenn ma vo cheñchet, ur wezh oc'hpenn, un doare da ober a gerzhe mat betek bremañ. Kement-se a vo sachiñ bec'h ha tregas, hag evit netra, war dud ar burev...

Ar pezh a zo gwir avat, hag a zo splann da welet amañ, eo an dismegañs, an dispriz en deus Loeiz doc'h al lodenn vrasañ ag an ofiserion da benn en e rejimant. Ar pezh a lâr a-zivout ar c'hapiten nevez a zo re wir : trawalc'h eo bet a dri blezad hanter brezel evit ober ur c'hapiten ag ur serjant savet da adjudant goude pemzek vlez añgajamant ! ... Seurt tud, ken kozh pe koshoc'h evit ar soudarded a gomandent, a veze kavet da benn en arme «territoriale» : etre 40 ha 50 vlez dezhe, koshoc'h zoken : e 1914, ar c'holonel Chaix de Lavarene, penn uhelañ ar 88° R.I.T., a oa bet graet prizoniet get ar Brusianed e-pad brezel 1870 ! Letenant e oa-eñ e gre Napoleon III ! ... Ma oant bet gouest da gomañdiñ tud un amzer 'oa bet, ne oant ket ken evit en ober da vat, e gwirionez. Diwallomp mat memes tra : ar pezh a lâr Loeiz a dalv evit e ofiserion dezhañ-eñ. Ne dalv ket evit ar re a oa e penn ar soudarded yaouank, anat eo...

Ar pezh a skriv amañ a zo talvoudus ivez e-keñver un dra arall : Loeiz ne zouj ket lâret e soñj en e lizherioù; da vihanañ a-fet an arme, an ofiserion. Kement-se a ziskouez mat ne c'hoarie ket ar sañsur kement 'vel ma kreder lies bremañ. Atav, tud ar 88vet a zo tud kozh, labourizion hentoù, darbarourion ar soudarded yaouank : petra a bouez o dehe bet int da zizoloiñ, da ziskleriiñ d'an enebour pe d'o zud en a-dreñv hag a vehe bet arvarus evit moned en-dro ar brezel ? ... Netra !

ABP- Neuze ar fed skrivañ al lizhiri e brezhoneg ne roe ket dezhañ muioc’h a frankiz ?

DC- Lâret : « Skriv a rae e brezhoneg evit pas bout komprenet » a vehe en em vankiñ penn-da-benn get an den ! ... Loeiz a zo, da gentañ-tout, un den a zever. Ma vehe bet difennet, n’en dehe ket er graet, sklaer eo. Met el lâret en dehe bet, sur ! ...

ABP- Soudarded-all o deus skrivet o lizhiri e brezhoneg ?

DC - Un nebeud, ya. Din da c'houiet atav, n'eus ket hini ebet en dehe er graet ken plaen na ken stank evel Loeiz da Loeiza. Ur bochad soudarded o deus, a-wezhoù, lakaet gerioù, frazennoù a-bezh en o lizherioù savet e galleg. A-dreñv an doare-se da ober, e c'heller krediñ gwezhoù 'zo e oa ar c'hoant chom hep bout komprenet get unan bennak arall : ar sañsur, pe un ofisour bennak ag o c'hompagnonezh... A-wezhoù zoken e kaver doc'htu goude un dra diskleriet e galleg ar c'hontrel mik e brezhoneg : «Tout va bien mais diaes eo an traoù» . Atav, ar pezh a vez diskleriet evel-se a zo disteraj e-keñver moned en-dro ar brezel...

Lies e komzer hiriv an deiz a labour c'hwennaat al lizherioù graet get ... Anastazie. Me, diàr ar 620 lizher kavet àr-lerc'h Loeiz, n’em eus gwelet hini ebet hag a vehe bet «kaviarded» e nep feson ! ... Brasoc'h eo bet, d'am soñj-me atav, levezon an «auto censure» àr bropoz ar soudarded evit hini ar sañsur ofisiel... Ne ouian ket ken pet million a lizherioù a veze kaset ha degaset bemdez etre an a-raog hag an a-dreñv ! Penaos e vehe bet d'an arme, d'ar Stad kontroliñ ken bras morad ? ... Ha kustumaet e oa an dud da welet al lizherioù é redek buanik ha plaen : re Loeiz na vezent ket oc'hpenn tri devezh bennak en hent. Penaos soñjal neuze derc'hel al lizherioù, arrast ar morad-se e-pad re hir amzer ? En ober en dehe plantet trubuilh er speredoù, lakaet an holl d'ober soñjoù, d'en em chaliñ... Distabilaet e vehe bet an darempred etre an a-raog hag an a-dreñv; ha kement-se a vehe bet arvarus-bras evit ar mennad derc'hel betek an trec'h, evel ma veze lâret. Ma ne vehe ket bet ag an darempred-se, n'en dehe ket padet ken pell ar brezel. Afer o deus bet an daou ved d'en em harpiñ unan war an arall, da chom liammet – dre an eskemm lizhiri, ar pakadoù kaset, ar pededennoù graet, ar permisionoù... An traoùigoù – ul limajenn, ur vedalenn, ur boked ag ar gêr... - dalc'het get ar soudarded en diskouez doc'h un tu; lizhiri ar soudarded gouarnet pervezh get o zud doc'h an tu arall... Un doare «fétichisme» moarvat; ur gwir liamm ivez... Adalek 1916, gwir eo, e pello an daou ved an eil doc'h egile; ken e tay da vout diaesoc’h-diaesañ d'ar soudarded en em silañ e bed ar siviled pa zistroint d'ar gêr. Met kement-se a zo un afer arall ! ...

ABP – Butun evit an tad : perak ne c’hell ket Loeiz kas butun d’e dad ?

DC – A vutun ar soudarded e vez komzet amañ; ag an hini roet get an arme. Butun gris, «gros cul» evel ma veze graet anezhañ. Grosoc'h ha kreñvoc’h e oa eget butun ar siviled. Dre ma ne vutun ket Loeiz ema­ñ kroget da gas e lod d'ar gêr, d'e dad da vutuniñ; pevar pe pemp pakad pep miz. Kement-se a zo difennet : argant kollet evit ar Stad, aes eo kompren ! ... Kement-se 'zo kaoz ne vez ket kaset ar butun d'ar gêr dre ar post : ma vez furchet ar pakad e vo kastizet ar soudard ! ... Fiziet e vez an «danvez moged» en ur soudard é vonet e permision; lakaet e vo e ti Bayon, en Oriant.

Ha gras e kav Mathelin Herrieu da gasadennoù e vab ! Muioc'h c'hoazh bremañ, e 1918 : diaesoc'h-diaes e vez kavet butun en Oriant evel e lec'h-all e Frañs ! N'eus ket mui anezhañ !... Disoc'h ar brezel a zo an diover kouezhet àr danvezioù 'zo na vezont ket mui kavet àr ar marc'had. Tikedoù a vez roet er c'hêrioù evit ar c'hig, ar bara, ar bleud, ar sukr ! ... N'eo ket bet ret gortoz an eil brezel evit deskiñ beviñ diàr nebeutoc'h, tailhiñ àr draoù 'zo. En ur ger : amprouviñ ar... «rationnement» !... Diaes-tre eo, e penn kentañ 1918, kavet chokolad, butun, botoù-koad pe botoù-ler, danvez da sevel dilhad, pezhioù luziniet da reñkiñ an traoù torret...

ABP- Ar c’herañ tra a zo an evaj...

DC- Ya, evit ar soudarded ! ... Etre un hanter litrad hag ul litrad gwin a vez servijet bemdez da bep soudard get an arme. Pa ne ever ket dour – ar pezh na vez ket bepred nag aes na yac'hus àr an talbenn – n'en do ket e walc'h an den, sklaer eo. Pa vezer un tammig a-dreñv, e kêrioù pe bourc'hioù lec'h ma chom atav siviled, e vez tu preniñ gwin arall get ar re-mañ; met ker-spontus er gwerzhont avat ! ... Setu eo bet savet, e 1916, kenoberidigezh ar soudarded - «la coopérative militaire» - , ur rouedad tier, kamionoù lec'h ma vez tro d'ar soudarded preniñ gwin oc'hpenn – ha traoùigoù arall - d'ur priz dereatoc'h. Ar pezh a zo, ne vez ket bepred unan bennak tost d'al lec'h ma en em gav ar gompagnonezh; neuze e ranker pe distreiñ davet ar siviled mah eus anezhe er c'hornad pe ober hep ket...

Evit distreiñ d'ar siviled chomet da heul ar soudarded e ranker lâret o deus en em dennet proprik ag ar brezel evit ar braz anezhe... Gwerzhet o deus – ker-mat - ar pezh o deus gellet d'ar soudarded, en em vevet diàr boued an arme en ur alejiñ o fredoù d'an ofiserion ha d'an is-ofiserion, feurmet o c'hambroù hag o gweleoù evit reiñ bod d'an ofiserion, feurmet o c'harrdier da lojiñ ar soudarded... Hep komz a draoù arall... Konwerzh, na petra 'ta ?

ABP – Ar sammad argant kaset evel-se gant Loeiz da Loeiza a oa dereat ? Ul lodenn vat eus e bae soudard e oa ?

DC- Ul lodenn vat, ya; tro 150 lur pep miz adalek dibenn 1915. Loeiz ned eo na redour na butumour, evel ma lâr ar sonenn. Evour ned eo ket muioc'h. Roiñ e lod da gegin an is-ofiserion (evit paeiñ – hag alejiñ a-wezhoù - ar boued hag an evaj en tu-all d'ar pezh a vez roet get an arme), preniñ levrioù ha traoùigoù pa en devez dober (ul lamp sakod, ur vantell-c'hlav...). Ar pezh a chom ag e viziad a vez kaset d'ar gêr. Kement-se a zo dever an tad a familh, n'eo ket ? ... An holl soudarded n'en em gemeront ket evel-se, gwir eo: liesoc'h e c'houlennont er gêr ma vo kaset argant dezhe eget na gasont int d'o re. Ret eo lâret ne vezont ket ken paeet, an holl anezhe : ar serjant Herrieu, graet dezhañ pemp blez añgajamant a-raok ar brezel, dimezet get daou a vugale a douch tro 220 lur gopr pep miz e diwezh 1917. Eñ e-unan el lâr da Loeiza : «Trawalc'h a argant a gasan d'ar gêr da baeiñ un den d'ober al labour em lec'h» .

Voir aussi sur le même sujet : Loeiz Herrieu, Brezel Bras, Istor, lennegezh
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons