Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Lettre ouverte -
Lizher digor da J.-Y. Le Drian, kadoriad Kuzul rannbarzh Breizh
Karaez, d'an 30 a viz Genver 2009. Aotrou Kadoriad, Laouen omp e welet ac'hanoc'h e Karaez, hiziv, da zigoriñ ez-ofisiel ar labourioù hir gortozet er Lise. Dek vloaz zo emañ staliet hon lise nemetañ e Kerampuilh ha n'eus bet graet kazi netra abaoe da gempenn ar savadurioù
Édouard Brichet pour SLB Skol-Veur le 30/01/09 10:11

Karaez, d'an 30 a viz Genver 2009

Lizher digor da J.-Y. Le Drian, kadoriad Kuzul rannbarzh Breizh

Aotrou Kadoriad,

Laouen omp e welet ac'hanoc'h e Karaez, hiziv, da zigoriñ ez-ofisiel ar labourioù hir gortozet er Lise. Dek vloaz zo emañ staliet hon lise nemetañ e Kerampuilh ha n'eus bet graet kazi netra abaoe da gempenn ar savadurioù. Mantrus eo gwelet stad an traoù ha kalonek e rank bezañ an implijidi hag ar liseidi da labourat en doareoù-se. Gortoz pell, gortoz gwell, a lârer. Salv ma 'z aio betek penn buan, bremañ, pa eo krog, a-benn ar fin.

N'eo ket savetaet Diwan c'hoazh; aon zo da gaout rak kudennoù argant bras er mizioù e tont, daoust d'ar strivoù espern bras ha d'an emargantiñ. Goût mat e oar an implijidi petra eo bezañ is-gopret evit o labour. Goût mat a ra izili Diwan, an implijidi en o zouez, petra eo klask argant : sevel gouelioù, kestal, redek… Anat eo ne zeuio ket an diskoulm eus Pariz. Evidomp eo sklaer emañ e Breizh.

Goul a reomp digant Kuzul Rannbarzh Breizh kemer e karg :
— Mont en-dro ar lise evel an holl liseoù publik all ;
— Gopr kaserien ha kaserezed ar lise ;
— Gopr kaserien ha kaserezed ar skolajoù a-gevret gant ar pemp departamant ;
— Gopr ar skoazellerien ha skoazellerezed-skol a-gevret gant an tier-kêr.

Ar Brezhoneg zo en arvar ha kefridi Kuzul Rannbarzh Breizh zo ober e seizh gwellañ a-benn e saveteiñ, daoust d'ar skoilhoù lakaet gant Stad-C'hall. Un dlead istorel eo.

O c'hortoz respontoù diganeoc'h, degemerit, Aotrou Kadoriad, hon gwellañ gourc'hemennoù breizhek.

A-berzh kevrenn SLB Diwan, an dileuriad, Dominig Jolived-Klec'h

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons