Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Lettre ouverte -
Lizher digor da Claudy Lebreton, Prezidant kuzul-departamant Aodoù An Arvor
Lizher digor da Claudy Lebreton, Prezidant kuzul-departamant Aodoù An Arvor E-kerz miz mae 2004 he doa graet ar vodadeg oc’h e penn anezhi he soñj da vountañ kumunioù an departamant evit ma digorfent pajennoù o c’helaouennoù-parrouz d’ar saozneg! Nebeut a rebarb zo deuet war-lerc’h. Hidiv
Jean-Marie Salomon pour breizh da zont le 16/02/05 11:35

Lizher digor da g-Claudy Lebreton, Prezidant kuzul-departamant Aodoù An Arvor

E-kerz miz mae 2004 he doa graet ar vodadeg oc’h e penn anezhi he soñj da vountañ kumunioù an departamant evit ma digorfent pajennoù o c’helaouennoù-parrouz d’ar saozneg! Nebeut a rebarb zo deuet war-lerc’h. Hidiv e savomp hor mouezh koulskoude. Mennet oac’h dre ho c’hoant d’enframmañ tud nevez-deuet eus tramor. Ne vagomp kas ebet ouzh an estren. Evelkent hon eus c’hoant d’addegas un dra bennak da soñj deoc’h: en ur ober nebeut amzer zo deuet kalz a brenerien eus tu all da Vor-Breizh hag ar re-se madig a-walc’h o galloud-prenañ o deus lakaet prizioù an tier da greskiñ. Lakaet e vez kalz a vretoned – hag en o zouesk ar re yaouank hag ar re baourañ- diaes gant ar c’hresk-se. Dont a ra kement-se abalamour d’ar prizioù uhel a vez goulennet gant an noterien hag ar stalioù-gwerzhañ tier. An holl reoù-se a c’houl ur briz uhel diouzh ar pezh a c’hall ar saozon pe re-all paeañ. Evel-just, klask a ra an holl dud a-vicher-se ar brasañ gounid diwar pep gwerzh. Da eil, oamp bet mantret p’hor boa lennet ho poa c’hoant da vont a-du gant ar saozneg pa n’eus ger ebet e brezhoneg er gelaouenn embannet gant ar c’huzul-departamant. Gwech ebet n’ho peus bountet ar c’humunioù da reiñ muioc’h a blas d’ar brezhoneg en o c’helaouennoù. Pebezh dismegañs a ziskouezit ouzh ar vrezhonegerien hag an holl re a labour evit ar brezhoneg en departamant! Pegen disheñvel eo diouzh mennozh mat ha meulus a embann Kuzul Breizh evit ar brezhoneg! Daoust hag-eñ n’eo ket tu kreñv an departamant a-du gant ar muiañ-niver e Kuzul ar rannvro? E miz meurzh 2004, da-geñver ar votadegoù-kanton, e oamp aet war ar renk dindan banniel „Breizh Da Zont“. Daoust d’un disoc’h izel a-walc’h e tiskouez n’omp ket ar re nec’het nemete gant dazont hor yezh ha kudenn al lojañ e Treger ha Gweloù. Eus forzh peseurt tu politikel int, niverus eo hor c’henvroidi a zo tener o c’halon ouzh ar gudenn-mañ. Daou dra a c’houlennomp eta diganeoc’h: - daoust hag-eñ oc’h prest da reiñ e lod d’ar brezhoneg e kelaouenn an departamant ha da c’houl kemend-all digant ar c’humunioù evit o c’helaouennoù ? - daoust hag-eñ oc’h prest da vountañ ar c’huzul departamant da genlabourat evit sevel un « Ofis foran evit al lojañ » a vo bras a-walc’h e c’halloud dezhañ ? An Ofis-se a vefe fonset arc’hant dezhañ gant kumuniezhioù kumunioù, ar c’huzulioù-departamant hag Europa a-benn sikour ar parrouzioù bihan evit prenañ tier pe douaroù a zo da werzhañ. Kement-se a c’hall hon dilennidi ober hervez al lezenn evit ma lakfe ar c’hoñsailhoù-kumun da werzhañ pe da feurmiñ an tier-se d’ur briz izel a-walc’h d’ar re o deus ezhomm anezhe.

Da c’hortoz ho respont e kinnigomp d’ar re a zo a-du ganimp da zont da vanifestiñ d’an 19 a viz c’hwevrer e Boulvriag, da 3 eur goude kreisteiz a-sambles gant « A-stroll » : - a-enep d’ar vrokerien war an tier ! - evit ma vo savet un « Ofis foran al lojañ e Breizh » !

D’an 12 a viz c’hwevrer 2005 Fulup KADORED ha Gael ROBLIN

Cet article a fait l'objet de 1130 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons