Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Lettre ouverte -
Lizher digor d'an Ao. Maer Louaneg

Aotro Maer, Hor strollad o kaout dilennidi e-touez e izili, n'emomp ket hep gouzout ez eo un dever evit ar guzulierien-kêr soursial da vat ouzh arc'hant o c'humunioù.

Gwenael Kaodan pour Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh le 14/09/12 20:33
27335_1.jpg

Aotro Maer,

Hor strollad o kaout dilennidi e-touez e izili, n'emomp ket hep gouzout ez eo un dever evit ar guzulierien-kêr soursial da vat ouzh arc'hant o c'humunioù. An arguzenn-se hoc'h eus implijet evit skarzhañ er-maez skolidi Diwan lec'hiet e Louaneg, en ur larout war ar marc'had e oa ar skol-se ur skol brevez.

Met daoust hag-eñ e kredit hoc'h graet un dibab mat ?

Sellomp un tammig a-dreñv ouzh an istor. Ar skolioù Diwan a zo bet krouet evit kelenn ar brezhoneg, yezh ar Vro, yezh hon hendadoù abaoe kantvedoù, ur yezh koshoc'h ewit ar galleg. Krouet int bet da gentañ toud dre ma ne felle ket d'ar gouarnamantoù e Pariz kelenn ar brezhoneg e skolioù Breizh, gant ar spi e varvje didrouz ar brezhoneg (Pensée moniste). Neuze, tud hor bro-ni, tud desket ha kalonek, o deus divizet ramplasiñ ar Stad ha sevel ur c'helennadurezh a-feson evit ar re yaouank war Breizh a-bezh. Ha tamm ha tamm int deuet a-benn da gempenn ur rouedad , ur rouedad ken brudet evit a sell kalite e gelennerezh ( method Oulpann) m'en deus ranket ar Stad ensilañ muioc'h mui a vrezhoneg er skolioù lik. Ar skolioù kristen ivez o deus ranket mont da heul e stumm pe stumm..

Anat eo n' eo ket sentus c'hoaz ar Stad c'hall, hirie an deiz, ouzh al lezennoù etrevroadel evit ar yezhoù bihan ( Lezenn San Francisco, Karta Europa ar Minorelezhioù hag all...). En Europa n'eus nemet ur vro all oc'h ober seurt politikerezh : Bro C'hres an hini eo ! Ha n' it ket da lavarout dimp eo ar vro-se ur skouer ! Ha gouzout a rit ez eus teir yezh ofisiel e Bro Norvej ? Unan anezho (Ar Sam) ne vez komzet koulskoude nemet gant 45.000 a dud ! Ha nepell diwimp, e Bro-Gembre, ar c'hembraeg a gaver en holl skolioù, ha lakaet eo war an hevelep pazenn hag ar saozneg .

En amzer a vremañ, tud skiantek da vat, gouarnamantoù ha kevredigezhioù etrevroadel, a sonj dezho ez eo al liested yezhourel (pluralité linguistique) ur binvidigezh evit an Denelezh ( l'Humanité) hag ul lod eo eus ar BEVDISEURTELEZH (Biodiversité).

D'am soñj , Aotro Maer, un tammig berrwell eo bet a-benn ar fin doare-ober ho kuzul-kêr, hag evit kaozeal sklaer, kilstourmus ( reaktioner). E-lec'h sevel gant lorc'h ur skol divyezhek hag a dalvezfe da enoriñ ho kumun, hoc'h eus hadet dismegans, disemglev ha zoken kasoni etre ar sitoianed. Ho parrez a oa brudet betek breman, abalamour da Yves HELOURY, en Europa a-bezh. Siwazh, ar vrud a vano ganeoc'h,'m eus aon, ma talc'hit gant an hent-se, eo hoc'h eus kollet ho skiant vat.

Met marteze oc'h bet kuzuliet fall. Se zo kaoz n'eo ket re ziwezhat, memestra, da adkavout un doare-ober furoc'h ha diskouez ur spered digor. Marteze e vije gwelloc'h deoc'h laoskel, 'pad un pennad, aferioù Louaneg ha lakaat unan eus ho kuzulierien da adskoulmañ al liammoù etre renerien DIWAN hag ho Kuzul-kêr, gant sikour ar re a zo karget eus politikerezh ar yezh e Roazhon : Lena LOUARN ha Jean Michel LE BOULANGER . Ni zo prest ,ivez, da lakaat unan eus hon izili, Jakez MADEG, eilmaer Lokmariakaer, da rein dorn deoc'h evit kaout un diskoulm reizh.

Degemerit, Aotro Maer, hon gwellañ gourc'hemennoù.

Dr Jean Louis LE MEE

Prezidant A.F.B./E.K.B.

mailbox
logo
Sevel ur Vreizh heson, adunvanet. Reiñ lañs da emskiantekaat hevelebel.
Gwelout pennadoù all Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh
Vos 2 commentaires
  Gurvan
  le Samedi 15 septembre 2012 21:06
Nag a fazioù...
(0) 
  Milio Latimier
  le Samedi 15 septembre 2012 23:01
Deoc'h da c'houzout "lizher digor" n'en deus ket memes ster hag ar galleg "lettre ouverte". "carte blanche" eo kentoc'h. Reiñ lizher digor da unan bennak = reiñ an aotre d'unan bennak d'ober ar pezh a fell dezhañ/dezhi.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 5 ?