
Lizher Madalen, krennardez e 2075, d'he mamm-gozh,
Ur plac’h yaouank, studierez e Brest er bloaz 2075, he doa resevet digant he mamm-gozh Yuna, bet ganet e 1998, ul lizher gant ur bern rebechoù.
Respont a ra amañ ar verc’h-vihan d’he mamm-gozh. Fellout a ra dezhi diskouez hent dall - hervezi - dibaboù ar yaouankizoù abaoe brizh-dispac’h 1968, hag an heuliadoù spontus anezho na seblant ket he mamm-gozh bezañ emouez outo, kant vloaz war-lerc’h.
Ul levrig aes da lenn, da lenn adalek an trede klas, a bled dichipot gant kudennoù bras an amzer vremañ diouzh ur savboent brogarour brezhon kristen.
Evit e lenn e c'heller e brenañ, 7 euro, dre Helloasso pe dre chekenn war anv Imbourc'h, Kergreven, 24, 29800 Trelevenez.
Commentaires (2)
Etrezomp Tepod paotr W/R pe eo da soñj diwar benn al lizer-se?
Ur respont d'al lizher "d'am merc'h vihan" a oa bet embannet e "rummad ar vugale" gant "Lennomp" an hini ez eo. Al lizher se a oa benelour arloupet, a-du gant an diforzhioù bugale, evit ar seks diroll. Amañ ez eo ar sav boent kristen, ken eeun ha tra.