Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Lise Lesneven a respont « Ya »
Ur c'hlip video da welet war ar genrouedad. Gant Kristof Nikolaz, kelenner brezhoneg e lise Sant-Frañsez Lesneven, eo bet savet ar c'hlip, bet filmet da vare gouel an hentad divyezhek d'an
Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44 le 1/09/08 7:08

Ur c'hlip video da welet war ar genrouedad

Gant Kristof Nikolaz, kelenner brezhoneg e lise Sant-Frañsez Lesneven, eo bet savet ar c'hlip, bet filmet da vare gouel an hentad divyezhek d'an 20 a viz Mezheven 2008.

Filmet eo bet al liseidi, ar gelennerien, kanerien al laz-kanañ, merourien hag implijidi al lise o tistagañ ar ger “YA” krak ha fraezh war un ton youlek ha fentus.

War o lec'h labour eo bet filmet an dud : salioù skol, sport, arnodvaoù fizik-kimiezh, burevioù, kegin ha kement'zo en ti, evit embann emaint a-du gant ar brezhoneg.

Deuet eo ar mennozh-se da-heul sinadur an emglev “Ya d'ar brezhoneg” e miz Genver 2006 gant al lise ha graet ez eus bet traoù gantañ abaoe (panellerezh, kreñvaet eo bet an hentad divyezhek) evit diorren ar brezhoneg el lise.

Gant un ton rap en a-dreñv e c'heller selaou an dud o kaozeal. Savet eo bet an ton-se gant IwanB, bet tapet gantañ Priz rannvroel dazont ar brezhoneg e 2007.

Setu amañ al liamm evit sellet ouzh ar c'hlip-se : (voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons