Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
lise Diwan, re zo re emvod kelaouiñ
LISE DIWAN : TREMEN SKUIZH Kroget eo Lise DIWAN gant e seizhvet bloavezh-skol e Karaez. Lojet eo e-barzh savadurioù Ti Degemer Kerampuilh. Un nebeud labourioù a oa bet graet en deroù. Met sac’het eo an traoù abaoe 3 bloaz hanter. Koulskoude eo bras ar c’hudennoù : diouer a blas (ouzhpenn 30
Par Bertrand GRIMAULT pour ti degemer kerampuilh le 13/09/05 10:51

LISE DIWAN : TREMEN SKUIZH

Kroget eo Lise DIWAN gant e seizhvet bloavezh-skol e Karaez. Lojet eo e-barzh savadurioù Ti Degemer Kerampuilh. Un nebeud labourioù a oa bet graet en deroù. Met sac’het eo an traoù abaoe 3 bloaz hanter. Koulskoude eo bras ar c’hudennoù : diouer a blas (ouzhpenn 30 a liseidi a rank mont da gousket d’ur lise all), diouer a salioù-klas, prenestroù ha stalafioù torret, kudennoù tredan, mogerioù dirapar, ur savadur damzistruj… N’hall ket ar Lise kreskiñ, dre ma n’eus ket a-walc’h a blas. N’hallomp ket labourat mat gant doareoù evel-se. Re zo re. Poent bras eo embann hag-eñ en deus Lise DIWAN e blas e Breizh, dilennidi ar vro a rank lavaret o soñj sklaer ha lakaat ar labourioù da grogiñ kerkent. Pediñ a reomp ar gelaouennerien hag ar re a blijo dezho da zont da welet war al lec’h pegen fall eo stad an traoù. Digarez a vo ivez da gomz ganeomp war ar poent-se. Emgav eta dimerc’her 14 a viz Gwengolo da 3e e Kerampuilh.

Implijidi e labourat e Lise DIWAN

Darempred : Dominig JOLIVED-KLEC’H Dileuriad an implijidi, 06 73 51 06 23